Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/68

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —

Adalek ma tarz an deiz, dre vouta dirazo o loened, e nesa pep bagad d’an eienenn. Hen diraez a reont etro mare kreisteiz hag en em ganna neuze diwar-benn piaoua an andon. Eun deiz e trec’h tud ar reter, eun deiz all tud ar c’hornog. En endervez e pella an eil bagad diouz egile evit dont war e giz da dremen an noz e penn pella ar gompezenn.


Ar Skoloted hag ar Sueved[1].


« Deut oun a-zioc’h d’eur vro n’eus enni na menez na krec’hienn uhel, ha hi hanter-goad hanter-brad. Eno eman ar Skoloted hag ar Sueved o peuri o chatal. Er goanv e kleuzont toullou en douar pe e-kreiz an teil hag e c’hourvezont e-barz d’en em virout diouz an anoued[2]. A-vec’h ma c’hounezont douar pa vevont, dreist-holl, diwar kig, laez ha keuz. Dre breizerez ha forbanerez eo e teu d’ezo o holl binvidigeziou. An amzer na da ket ganto da gantren war varc’h a gasont er gêr o ren buhez gadal ha didalvez. Betek mezvi ez evont died, betek stambouc’ha e tebront boued. Endra ma pad an deiz e kouskont hag an noz a dremenont o c’hoari dinsou. War eun taol dins e lakont en arvar o frankiz o-unan ha frankiz o gwreg hag o bugale[3]. Hir ha bras ar c’horf anezo, nemet pounner eo ha gleborennek. Torkulet eo o divesker dre re-varc’hegez, behinek ha gwak o c’hig dre re-zidalveza ; teo o c’hof dre re zibri hag eva. Gwenn-damloued, blouc’h ha yen o c’hroc’hen[4], talfasek,

  1. Diwar-benn ar Skoloted, D'Arbois, Premiers Habitants, I, pp. 223-64 ; Dottin, Anciens Peuples, pp. 172-80. Diwar-benn ar Sueved, Jullian, Hist. de la Gaule, III, pp. 49, 52, 146 ; Rev. des Et. anc. 1920, pp. 104-6.
  2. Lefèvre, Germains et Slaves (Paris, 1903), p. 29 (dioc’h Tacitus).
  3. Ibid. p. 31.
  4. Dottin, Anciens Peuples. p. 67-8.