Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/69

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —

sklosennek ha chatalek o dremm, marvelen-disked o bleo a gouez en o c’herc’hen hag en o choug dibleg ha dirodell[1]. Damc’hlas o daoulagad bras-bourbell, n’eus er sell anezo na krakted na meiz. Ganas int, skoachet, dizeven, garo, brouezek, dienor.


An eosterien goularz ha mel[2].


« War glann ar mor, eme Vindosêtlos, em eus gwelet paotred ha merc’hed o c’hoularsa. Gwenn gant brizennou e-leiz ar c’hroc’hen anezo ; henvel o bleo ouz aour melen-gwenn ; kunv ha dic’hoarz o dremm, n’eo tamm dic’hrad da arvesti. E logellou krenn-begek graet a rusk bezo e vevont.

« Peurc’holôet eo ar vro en he diabarz gant koadou teo a vezo, a dilh, a zero. O redek dre ar c’hoadou-ze tud henvel ouz eosterien-c’hoularz an arvor. Nemet mel an hedou gwenan gouez eo a vez eostet gand ar re-man. Artos a spisa d’ezo ar gwella ruskennou. Gant-se e gehelont hag e reont anezan Viduklevos[3].

« Diskennet em eus e-touez an dud-ze, eme Vindosêtlos, dre ma ’z int eeun ha dizrouk. Ken gwazed, ken maouezed, ken paotred, ken plac’hed yaouank, holl ez int mat, habask

  1. Deniker, Races et Peuples, pp. 43-5, 387 ; Dr Topinard, l’Anthropologie, p. 363. — A-enep neuz-fall ar Sueved, Rev. des Et. anc. 1920, p. 106 (Bissula, sklavez Ausonius) ; Schumacher, Verzeichnis der Abgusse und wichtigeren Photographien mit Germanen Darstellungen, trede mouladur (Mainz, 1912), p. 87, luc’hskeudenn 20.
  2. Goularsaerien ar Samland war ar mor Baltik, gourdadou Aested Tacitus, Borussed ar Grenn-amzer, Letted ha Lituaniz breman. Arabad o drouk-veska gant goularsaerien ar Frisland war vor Hanternoz, a oa, henvel a-walc’h, Kelted.
  3. Artos « an arz », iwerzoneg art « arz » ha « doue », D’Arbois, Recherches sur l’origine de la propriété foncière et des noms de lieux habités en France, pp. 381-9. — Viduklevos « brud ar c’hoad », D’Arbois, Noms gaulois, p. 54-5. Kenveria Frazer, I, p. 387-8. Diwar-benn ar mela gand an arzed, Brehm, les Mammifères, I, pp. 652, 666. Kenveria les-ano kembraek an arz, melfochyn « moc’h-mel ». En hen-slaveg e veze graet anezan « debrer-mel », e lituaneg « al liper » (lokis), Anthr. 1906, p. 620.