Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/76

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —

ez oan digouezet gand inizi ar re Wenvidik. Rak enezennou am eus kavet eno, hag int henvel ouz ar re ac’h eus ken alïes taolennet d’in.

« Ha n’eo ket Likkoleuka an enezenn gaer-ze a vez dameuc’het ouz an tornaodou gwenn anezi bannou an heol[1] ?

« Evel eur gedour eman en he sounn er Reter a-zirag an enezennou all. Bep beure, pa zeu bannou an heol da skei ar rec’hier m’eman diazezet warno, e sav diouto eun hesonadenn doun ha leun a veurdez[2]. En eur dridal e kan an enezenn he meul a zevez-mat d’ar Rod.

« An enezenn bleunvet-holl a zo en a-drenv hag o voudal enni, a veure da noz, kanadeg laouen ar gwenan, ha n’eo ket Medumagos ez eo-hi[3] ? Houman all, alaouret eus eun arvor d’egile gand an edegou, ha n’eo ket Itulanda[4] ? Aballomagos[5] am eus gwelet ; enni e sked dour an eienennou hag ar gouerennou evel arc’hant rik e-kreiz glasvez ar pradou, an avalenned hag an ivinenned[6]. Nes d’ezi Morividus[7], gwenn-holl dindan koabrennou arc’hant hec’h oabl, dindan deliadur finvus ha skanv he gwez evl, haleg ha bezo. Dre gant kanol e sav ar mor e-kreiz he c’hoadou, ha dre gant beg-douar e tiskenn he c’hoadou e-kreiz ar mor. En he diavaez, war an traezennou bevennet a eon-mor, e kerz bagadou kirvi[8] ; en he diabarz, e

  1. Kenveria ar fundus Liccoleucus « gwenn-mein » gant Kelted an Itali, en IIvet kantved goude H. S., Rev. celt. 1890, p. 168. — Enezenn Rugen, gant he zornaodou kleiz gwenn o sevel, e lec’hiou-zo, betek da 130 metr uhelder, a ziskouezfe a-walc’h beza henvel ouz Likkoleuka ar skrid-man, Reclus, Géogr. univers. III, pp. 810-3.
  2. Kenveria « the conspicuous stone from which arise a hundred strains » licc leur asa comerig cet ceul, Kuno Meyer, Imram Brain, p. 10-1. Ivez G. Le Bon, Premières civilisations de l’Orient, p. 97 ha taolenn-skeudenn 5 (keurzelwenn Memnon) ; Livingstone, Explorations dans l’intérieur de l’Afrique australe, p. 154.
  3. « Tachenn an dour-mel » pe « tachenn ar mel ». Kent talvout da lavarout « dour-mel », medus a dalveze « mel ».
  4. E hen-vrezoneg itlann « douar-ed », J. Loth, Vocabul. v. br. p. 169.
  5. « Tachenn an avalenned ».
  6. Sellout Rev. arch. 1914, p. 211, not. 2.
  7. « Koad ar mor ».
  8. Kenveria Tour du Monde, 1902, p. 184.