« Ha breman, o mab, eme an drouiz, lavar d’in ar gentel en deus kanet d’it ar bed ».
Vindosêtlos a eilgerias : « O tad, o mestr, lïes kentel a zo e kan ar Bed, hogen n’eus ennan nemet unan hag e ve poellek he selaou. Krenvaet gant da zeskadurez, sklêriet gant da ouiziegez, bleniet gant da furnez, hounnez eo am eus dalc’het em spered ; ar re-all, avat, am eus losket da vont.
« Gouennou kaer, mat hag eeun am eus gwelet bet kaset da get dre vrezel gant gouennou hakr, divat ha gaouiad. Tud am eus gwelet o koueza, hag int dellezek da veva ; tud am eus gwelet o veva hag o c’hourdrec’hi, hag a garje an Douar o lonka, hag a garje an Tan o fulluc’hi !
« Nann, n’eo ket ar bed-man bed marzus ar C’hornog gand e voger aer didreuzus da gement nerz-enebour a ve[1].
« E dalc’h ar gouennou fall eman ar bed-man. Kreski ennan hag ober berz a reont. En em astenn a reont ha kerzout drezan en o frankiz eus an eil penn anezan d’egile.
- ↑ Kenveria J. Bédier, le Roman de Tristan et Iseult, p. 101 (eus ar mouladur in-16).