Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/82

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 80 —

« Da veuli a ran, o mab, dre m’ac’h eus klevet ar gentel c’haro a gan ar bed ;

« Dre m’ac’h eus anavezet, dindan kroc’hen an den daou-droadek, ar bleiz pedergarek ;

« Dre m’ac’h eus merzet, a-dreuz da gudou flour ar sellou, ar ratoz-laza a zo er penn ;

« A-dreuz d’ar gweenn hegarad, an dremm trellet-holl a gasoni ;

« E-kenver an dourn dehou o tigas d’it rôadou, an dourn kleiz o tic’houina ar gougleze.

« Gwir-vestr ar bed ac’h eus gwelet, Katus Dall[1] a vrev ar brôadou hag a laka da lenva ar mammou.

« Henvel ouz an dud wenn an doueed wenn. Gwell ganto ec’hoaza e-tal o buoc’henned, plezenni bleuniou d’o c’heneilezed, kana ha telenna, mellat war ar c’hlazenn, mont da evneta er c’hoad.

« Ar ramzed du a zo anezo, avat ! Da bep mare e kren an douar en eur luskella evel ar mor. Ar ramzed du eo a labour. Na noz na deiz ne baouezont. Panevet e stourm an doueed outo, eman ar bed o vont war zispenn en eun taol krenn.

« Ar gwall-ouennou a c’hoarvez ganto evel gand ar ramzed. Nemet ha mont d’ezo a rafe evid o dizarbenn hag o diouenna, argaset ha diouennet ganto e vo da ouenn, o Vindosêtlos.

« Neuze e welor kadourien evel da dad, paotred yaouank evel da zaou vreur astennet divuhez war an aod ;

« Maouezed evel da vamm, merc’hed yaouank evel da ziou c’hoar, o vont da sklavezed tud du ha hudur.

« Diboblet e vo an enezennou kaer ac’h eus gwelet. Hep safar tud, hep garm vugale e vano an douar-bras.

« An diwez war gement a garomp, o Vindosêtlos !

« An termen da gement a ra eurvad ha dihued hor buhez !

« Da veuli a ran, o mab, dre m’ac’h eus gouezet klevout ar gentel c’haro a gan ar bed ».

Lavarout a reas neuze an doue da Vindosêtlos n’en doa netra ken da ziski d’ezan hag ez oa peurc’hraet e gelennedi-

  1. Katus « emgann ». Kenveria, en Edda, an doue dall Hodr (=*Hatus), muntrer Balder, Rhys, Celtic Heathendom, pp. 530-9.