gez. Kement gouiziegez a hallje-hen degemerout digantan en doa degemeret ha trec’h ez oa deut en-dro eus an teir arnodadenn : harzet en doa ouz mouez merc’hed an eienenn ; dizarm e-kreiz armeadou an enebourien, en doa diskennet red ar stêr ha n’he doa ket krenet e galon ; ergerzout ar bed en devoa graet ha tra n’oa manet gantan en e greiz eus an traou hudur en doa gwelet.
An noz-se, dre e hunvre, e welas Vindosêtlos o tont da wir diougan an doue. Gwelout a reas :
— Eun niver bagou war ar mor. Eun engroez enebourien en aod. Korfou gwazed dibennet leiz an douar. Pennadou-bleo tud e-skourr ouz beg pep goaf[1]. An tan-gwall o wasta peb enezenn hag an douar-bras. Gwragez ha merc’hed yaouank stlejet war-du ar bagou. O dremmou gwenn a drôont outan, o divrec’hiou a astennont etrezeg ennan. E c’hervel a reont en o enkrez. Eus holl wazed o gouenn ne chom ken nemetan d’o difenn.
Gand an nec’h, an anken hag an droug a oa ennan e tihunas Vindosêtlos. Sevel en eul lamm a reas ha mont er-maez eus e logell. Er-maez eus kloziad Vissurix ez eas, er-maez eus mogeriad vras Moridunon, hag hen o kerzout dindan an dero hag an tilh beteg ar mor. Noz al loar-gann ez oa ha sklêr edo anezi evel war greiz an deiz. Gwenn-laez ar mor, sioul ha kompez an dour ennan evel eul lenn, eus an diabell-gweled da droad uhel-dornaodou gwenn an enezenn[2]. War gribenn an tornaod ec’h azezas Vindosêtlos,
- ↑ Diwar-benn ar « pennmoala » (decalvatio) pe ar c’higna ar c’hroc’hen-penn en Europ, sellout ouz ar Rev. celt. 1913, pennad A. J. Reinach war les têtes coupées et les trophées en Gaule. An hevelep boaz a zo bet anezan beteg an XIXvet kantved gand Indianed an Amerik. Diwar-benn dibenna an enebour lazet ha mirout ar glopenn anezan, en Azi hag er Valezi, sellout ouz an Anthr. 1921, p. 389-90.
- ↑ C’hoaz er XVIIvet kantved, ar steudad skosellou en em astenn er mor er reter da enez Heligoland a oa warno tornaodou kleiz, anvet Wittecliff, d’ezo 60 metrad uhelder. An enezenn, n’eus anezi breman nemet eun enk a dolzennad vaen-krag kalet, a save en-dro d’ezi, gwechall, diazezadou teo meurbet a gleiz a zo bet tamm-ha-tamm dispennet ha skubet gand an tonnou-mor. E mare Adam a Vrem (XIvet kantved goude H. S.) edo gorread Heligoland, henvel a-walc’h, kant gwech brasoc’h eget m’eman en deiz hizio, Reclus, Géogr. univers. III, pp. 733-7. War doare sakr an enezenn-ze en Hen-amzer, Jullian, Hist. de la Gaule, I, p. 421, not. 1 ; Rev. des Et. anc. 1919, p. 112, not. 2.