em ziazezet war glann mor ar C’hreisteiz d’o breudeur savet ganto o annez war glann mor an Hanternoz.
War o distro, evel m’edo Belenos ha Vindosêtlos o paouez treuzi menez Alba[1], e tiskennas an elerc’h m’edont war o c’hein en eur prad war hed eur stêr vras. War riblenn ar stêr-ze e welas an daou ergerzour eun den yaouank o sanka eur penn ejen en eun higenn vras en arem. Stag ez oa an higenn ouz eur chadenn[2] ha penn ar chadenn skoulmet en-dro da nao gwezenn. Taolet an higenn en dour gand ar paotr, setu e krogas enni eun naer-zour vras-divent. He zenna d’an douar a reas an den yaouank ha faouta d’ezi he fenn a-daoliou bouc’hal. War a zanevellas an den yaouank d’an doue ha d’e geneil, p’edo war e dremen en draonienn-ze, ez oa bet truezet o welout pegen mantret ez oa an dud eno. Gwastet ez oa o holl eostou gand an naer hag e lakae an anal flêrius anezi ar vugaligou da vervel[3]. Graet gantan e venoz, eta, d’o dieubi diouz ar walenn-ze ! Rênos, mab Liros, eo a raed eus ar paotr-ze ha dre anaoudegez-vat d’ezan ez eus bet rôet gand an dud e ano d’ar stêr[4]. Vindosêtlos a lavaras d’ezan mont en Hanternoz, da di e dad, hag en dije eno degemer-mat. Di e lavaras ez aje d’e gaout.
Kerkent ha ma voe aet an daou ergerzour en o raog, e stlejas ar paotr yaouank korf maro an naer en eur c’hoad gwez pin leun a grugellou merien. Ez verr e voe debret an naer gand ar merien na lezas diouti nemed an eskern. Lavarout a reas neuze ar paotr yaouank d’ar Skaled, ma teuje d’ar sec’hor lakaat o eostou en argoll, n’o dije ken
- ↑ Alb de Souabe, Kiepert-Ernault, Man. de Géogr. anc., p. 300-1.
- ↑ Kenveria Notennou, XII, kenta kevrenn, p. 22.
- ↑ Naered-dour o anal flerius ha bosennus, war an douar-bras, Rev. celt. V, p. 423 ; Rosualt Iwerzon, Joyce, Social History, II, p. 515.
- ↑ Rênos a vefe aet e brezoneg da *Roen, *Roan pe *Rouan. En iwerzoneg eo aet da rian « mor », tro-c’henidik rein (=*rêni).