Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/9

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Skrapadenn Vindosêtlos.


D’e c’hanedigez Vindosêtlos a voe anvet Tekos [1] gand e gerent en abeg d’e gened. Gwenn evel blenchou-gwriziou edo neuze ar bleo anezan. Dre-ze e felle d’an doueed diougani e furnez. Gand ar miziou ez ejont war alaouri, ken na voent deut a liou hag a sked gant bleo e dad hag e vamm [2]. Eur bugel peur-habask ez oa-hen : biskoaz ne voe gwelet pe droug ennan pe vouzet ; biskoaz ne voe klevet o c’harmi pe o lenva, ma oa sot e vamm gantan.

Kamula a zigouezas d’ezi beza glac’haret-bras pa voe deut ar bugel d’e vloaz leun. Dianka a reas eun nozvez diouz ar c’hroc’hen-bleiz blevek m’edo kousket ennan e-tal skoaz ha dremm e vamm. Setu penaos e c’hoarvezas an taol. Da greiz-noz an doue Kênos, aet e c’houibon, a oa diskennet el logell dre doull-moged an dôenn. Edo Kintus ha Kamula morvitellet en o c’housk, ha hunet ivez ar mabig dindan eur c’hroc’hen kaz etre penn e dad ha hini e vamm. An doue e gemeras en e veg ; eul lamm-treuz a reas war-du an oaled, digeri e ziwaskell ha mont er-maez dre an hent ma ’z oa deut [3]

  1. Kenveria ar c’hembraeg tec « kaer ». Evit Vindosêtlos lakaat e kemm Vendesetli war eun enskrivadur a Vreiz-Veur eus ar Vvet-VIvet kantved goude H. S. An ano eo a zo deut da Gwennhoedyl e kembraeg, Gwennhoal e brezoneg. Sêtlo-, hen-vrezoneg hoetl, brezoneg hoal, a gaver c’hoaz e Sêtlokenia, ano eun doueez war eun aoter eus ar marevez kelt-ha-roman kavet e Breiz-Veur, Wright, the Celt, the Roman and the Saxon, Vvet mouladur, p. 352.
  2. Kenveria bleo gwenn ar bugel Tages, e-touez an Etrusked, hag ar pez a veneg Diodôros eus bugale ar C’halated : « Bez’ e vezont, emezan, d’o c’hanedigez peuz-wenn o bleo ; nemet, gand an amzer, e teuont da liou o zad hag o mamm. » (v, 32).
  3. Kenveria ar c’houiboned o tigas bugaligou er c’hredennou-pobl breman, Rev. arch. 1902, p. 379 (Alzas, Alamagn) ; Tour du Monde, 1902, p. 147 (Danmark). Kênos a zo aet en iwerzoneg da Cian « Pell », tad Lug (Lugus).