Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/91

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 89 —

ha marblunv koulm ar flouradenn anezo, ker c’houek o c’houez-vat ha frond ar c’henta bleunv melion[1]. Gant flourad ar c’hizennadou kunv e tihunas Vindosêtlos. Hag hen sevel en eul lamm, lakaat e zaouarn e dargreiz ar plac’h ha lavarout :

« Te eo, e gwirionez, ar wreg edon o c’hortoz. Ha goude ma’m eus da welet ken alïes dre va hunvreou ne ouien ket penaos ober evit da dizout. Hogen drezout-te da-unan emout deut ha ne vo ken a zisrann etrezomp. »

Mousc’hoarzin a eure ar plac’h yaouank :

« D’it-te e vezin, emezi ; nemet, mar am c’harez evel m’az karan, e lakaïmp eun diviz.

— Pe ziviz ? a eilgerias ar paotr.

— N’he deus va mamm ganti merc’h all ebet ken nemedoun. Hec’h-unan-penn e ranko menel pa zimezin. Setu aman ar feuriad a garfen sevel ganez. C’houec’h miz a dremenin ganez ha c’houec’h miz all gant va mamm.

— Pe viziou a fell d’it tremen ganen, pe viziou gant da vamm ? emezan.

— Ar c’houec’h mizvez hanv ganez er parkou, emezi, ar c’houec’h mizvez goanv er c’hoadou gant va mamm.

— Garvat, tenvalat, rec’husat penn-bloaz an hini am lezi va-unan ! eme an den vaouank. M’hen tou dre an doue en deus engehentet va gouenn, buan ez kevred e tremenfe ar goanvez. An heol, an oabl glas, geizadeg an evned, glazvez seder an deilh n’em be tamm keuz d’ezo, ma c’hellfen gwelout luc’h da zaoulagad, sked da vleo, liou da sae ha klevout da vouez, o Ategena.

— M’hen tou dre an doue en deus va engehentet, eme ar plac’h yaouank, da garout a ran kement hag e c’hall eur plac’h a ouenn-vat karout he c’hendere ; dilezel evel-se, avat, keneilez ha karantez va bugaleerez, ar vamm he deus va diorrôet ha va diwallet, n’hellan ket ober. Ne vo ket ar c’houec’h mizvez goanv-se ken tenn da dremenn ha ma toujez. Ganez ez po da dad ha da vamm, da vreudeur ha da

  1. Gand ar bleunv melion (viola odorata, L.) e raed e gouel Kala-Mae (Kintusamonios) : kaeraet e veze ganto toull-dor an tïez, Journal des Savants, 1892, p. 414-5.