Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/92

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 90 —

c’hoarezed, tud da ouenn da alïa ha da warezi, ar vibien anezo da ziorren ha da zeski. Hec’h-unan avat gand al loened fero e chomo va mamm er c’hoad yen ha dizeilh, panevet ez afen daveti. Mar nac’hfes ouzin va mennad, e ranno va c’halon a c’hlac’har gand ar garantez am eus ouzit ; eur predig ouspenn ne chomin ket, avat, o kenprezeg aman ; davet va mamm e tistroïn. Ar pok a roïs d’it ergentaouïk, evel m’eo bet ar c’henta, a vezo ivez an diweza az pezo bet diganen. »

Ar paotr yaouank a savas eur vorenn war e dal hag e voe taget gand an nec’hamant.

« Da vamm, emezan, a hall kaout bugale-all. Evel-se ne vezo ket hec’h-unan.

— M’hen tou d’it, eme ar plac’h, pa c’hoarvezo kement-se, e tistroïn davedout ha n’az kuitaïn biken.

— Garo ganen rei d’it da vennad evelkent, o va c’halon, eme Vindosêtlos.

— Garo ganen her goulenn, o va ene, eme ar plac’h ; ober a-hend-all n’hellan ket avat.

— Da vamm he deus graet d’in hegarad, eme an den yaouank. P’en em gaven va-unanig ha dizarm e-touez enebourien, e teuas d’am skoazella ha d'en em ganna evidoun. Mar em eus gallet mirout va buhez, d’ezi eo hen dlean. En abeg da ze ha dre ma ’z out-te ar plac’h a garan muia, ec’h asantan ober ganez ar feur-emgleo a c’hoantaez.

— Keuz n’az po ket, Tekos, emezi. Kement a gari ma vefen evidout e vezin, hag ar feiz a rôan d’it da zen n’em eus ket her rôet c’hoaz, da zen n’her roïn ez koude ; hag ar garantez am eus ouzit den-all ebet ne ouezo petra eo, rak gand ar maro ne vo ket torret al liamm am ere ouzit[1]. »

An heol a gemerjont da dest eus o c’henemouestla. Sanka a reas ar plac’h yaouank hec’h arouezinti e talarenn c’hlas ar park. He dourn a lakeas e dourn Vindosêtlos, hag, o stoui he fenn melen, e stokas he zal ouz brennid ar paotr yaouank[2]. Heman a bokas d’ezi teir gwech war beb-unan

  1. Kenveria ouz ar pennad-man eus ar Sketla Rev. arch. 1921, p. 173.
  2. En arouez a zoujans hag a garantez, sellout p. 36, not. 1.