Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/98

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —

c’het ha gwellaet mar deo bet miret al Lezenn, bihanaet ha disleberet mar deo bet torret al Lezenn.

« Setu aman komzou an Trec’hour (Bodiakos) : — Ar ouenn am eus engehentet a anavezer evid eur gwel a-douez holl ouennou ar bed. N’eus nemeti a gement a zo henvel ouz an doueed[1]. N’eus nemeti oc’h unani enni hec’h-unan, evel ma ra an doueed, al liou hag ar sked eus ar pep kaera, ar pep talvoudeka er bed[2]. En em zigemma a ra ouspenn diouz gouennou du ar bed dre hec’h eeunded hag he glanded. Dizeeun ha gaouiad setu holl ar gouennou du, ha gwasoc’h eget loened e tiskennont en hudurnez. Va gouenn-me a zo eeun dre he c’hreiz ha diwezat eo e tiwan ar gaezouriez em zud yaouank[3]. Setu perak gand an holl unaniezou etre va gouenn ha gouennou du ar bed, e vez va gouenn trôet da fall, disleberet ma vez he neuz-vat, digaset ma vez enni dizeeunded ha hudurnez ar re-ze. Penna ha pouezusa gourc’hemenn va Lezenn an hini a zifenn ouz va mibien ha va merc’hed en em unani gant diavaezidi[4].

« Ar paotr a zimez d’eun diavaeziadez, ar plac’h a zimez d’eun diavaeziad, ken diarvar e vez d’ezo laza ar Ouenn ha ma trofent outi goaf ha kleze. Kiriek ez int na advevo ket o zadou en o diskennidi, ha, pa varvint int-i o-unan, ma varvint en-holl-d’an-holl, o veza na lezint ket war o lerc’h bugale henvel outo. Eun eil maro eo a skôont gant holl rummadou tremenet o gouenn. Dleet d’ar re en em liamm er seurt dimeziou ma vefe, gand ar vez, staget outo, kerkouls hag ouz ar re o deus ruziet o armou hag o daouarn e gwad o c’herent, an ano a veni-galakoi « muntrerien o Gouenn »[5].

  1. Kenveria Dottin, Anciens Peuples, pp. 67-8.
  2. Kement ha ma c’heller merzout diwar arroudou all eus ar Sketla, e vije ze : liou an aour ha sked an heol (ar pennad bleo) ; gwennded an erc’h pe eon an tonnou (war ar c’hroc’hen), liou glas an oabl pe ar mor en eun devez hanv (en daoulagad).
  3. Kenveria De bello gallico, VI, 21. Ha sellout ouz Anthr. 1906, p. 2.
  4. Kenveria pennadou kenta levr Diffloth, la Beauté s’en va (Paris, 1905) dreist-holl ar pempvet, pp. 22-5 (de l’état de métissage général des types ethniques) hag ar seizvet, pp. 34-40 (de la dégénérescence des types ethniques).
  5. Iwerzoneg fin-galach, D’Arbois, Premiers Habitants, II, p, 342 ; Et. sur le Droit celtigue, I, p. 12.