Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/99

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 97 —

« Evid ar vugale ganet eus an unaniezou-ze, kambiones[1] eo a ra anezo an doueed a nac’h gwarezi ken an tïez ma vevont. Du ar vugale-ze, divalo, drouk ha lenverien. Gwasat diougan gwelout seurt bugale er c’havellou ! Eun diougan a zizurz, a reuz, a vrezel hag a zismantr[2].

« Henvel a-walc’h ar ouenn a zo bet engehentet gant Manos, mab Belios, ouz eur wezenn ec’hon-divent[3] en em skignet ar barrou anezi a-us d’ar bed. E kement lec’h m’eo bet doujet al Lezenn, e c’heller anaout an izili anezi dre o ment hag o nerz, dre gened o dremm hag o bleo aour, dre o c’hadarnded, o eeunded hag o glanded, dre vadelez o c’halon ha haelded o spered.

« Dilignezet eo, avat, an darnvuia eus ar poblou deut eus ar vro-Wenn, p’o deus-i ehanet a veva diouz gourc’hemennou al Lezenn, p’o deus en em gemmesket gand ar gouennou estren. Eus an diou wall-drôad-ze, ankounac’haat al Lezenn ha kemmeska ar Ouenn, ez eus diwanet vilded, gwanded ha nammded ar c’horf, bihanded ar vent, ar c’hlenvedou, ar gwall-siou, an drouk-plegiou.

« Dishenvel-klok eo a c’hoarvez gand ar meuriadou gwirion. Enno holl berziou-mat ar c’horf hag ar galon, an ene hag ar meiz, miret piz ha gounezet gant pep remziad, a zo aet a-oad-da-oad war startaat ha war griski.

« Kened ho tremm, sked ho pleo, uhelded ho ment, nerz ha skanvded ho korf, gwevnded ho izili, ho yec’hed, hoc’h eeunded, ho kadarnded, kement perz-mat ene, kalon ha meiz a zo ennoc’h, d’ar remziadou tremenet eo o dleït. Dre m’o deus ho tadou, abaoe Manos ha Bena, a-rumm-da-

  1. Kenveria ar c’heltieg-latin a C’halia cambiare « rem pro re dare » (Geriadur hen-geltiek Endlicher) ; ac’hano ar brezoneg kemma hag ar galleg changer. Kambiones a zo deut d’ar galleg changelins.
  2. Kenveria Lois de Manou, X, 61 : « Kement bro ma vez ganet enni tud a ouenn gemmesket, gwastet drezo glanded ar Renkadou, a vez kaset abred da get gand ar re a vev enni. » Kenveria ivez Le Bon, Lois psychologiques de l’évolution des peuples, dekvet mouladur, p. 44-5 ; Premières Civilisations de l’Orient, pp. 159-62 ; Diffloth, op. cit. pp. 9-46.
  3. Eun henvelded bennak a zigouez beza etre Belios, iwerzoneg Bile, ano-doue, ha belion, bilion, iwerzoneg bile « gwezenn sakr ».