Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/10

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

vez renet gant Solis [1] hag a-hed an noz e kensonient ar c’horolladennou hag al lidrôadou sevenet gand ar roueed evit harpa ar C’harr en e dreizadenn eus an Announ [2].

  1. Pe Sulis ? Dottin, Langue gauloise, p. 288. Kenveria e Galia an anoiou gwazed, merc’hed ha doueezed Solimaros, Solimara « bras evel Solis ? » D’Arbois, Etudes grammaticales, p. 8*. E Breiz-Veur d’ar marevez kelt-ha-roman edo Sulis eun doueez hevelebekaet ouz Minerva. Déchelette, Manuel, II, kenta kevrenn, p. 451, a laka anezi eun doueez heolel. Hubert, Rev. celt. 1911, p. 345, a gav d’ezan ez oa kentoc’h eun doueez an tan hag an oaled. Bezet pe vezet, e c'houlenn ar brezoneg heol hag an iwerzoneg suil « lagad » en o raog furmou keltiek Sawalis, Sulis. El levr-man eus ar Skêtla e henvel Solis arouezia an doueez anvet el levriou a-raok Gréna. Ouz Sulis, Solis keverata en doueedoniez skandinavek Sol « an doueez kaer-he-dremm », « merc’h skedus an nenv » a ren an daou varc’h a zo o stleja karr an Heol : Aarvak « beilh-atao » hag Alsvinn « an herrek ». Sol a zo c’hoar da Maane, « doue al loar », Anderson-Leclercq, Mythol. scand., p. 22. E-touez Lituaniz e raed ivez eus an heol eun doueez Saulé, pried Menô « doue al loar », A. Lefèvre, Germains et Slaves, pp. 226-7 ; A. Carnoy, les Indo-Européens, Brussel, 1921, pp. 183, 187.
  2. Kembraeg Annwn, Annwonv, Annwvyn, an islonk, douar ar re varo, an ifern, Loth, Mabinogion, kenta mouladur, I, p. 31, notenn 1. Lidou sakr e sell da rei skoazell d’an Heol gand ar Gelted hag ar C’hermaned, S. Reinacb, Orpheus, p. 185 ; Frazer, I, p. 12 ; III, pp. 477-95. Ouz ar c’horolladennou meneget aman kenveria ar c’horadou, bet desket gand aked, a zisplege peziou-c’hoari korollek, da zon ar c’hanennou hag ar binviou, bep nao bloaz en nevedenn veur e-kreiz koad sakr Upsal, Ozanam, Les Germains, p. 45 ; Bertrand, Religion des Gaulois, p. 339-40. An holl vro-ze nes d’ar mor Baltik a ziskouez beza bet eur greizenn vuhezek kenan a azeulerez diwar an eilvet milved keut H. S. (amzer Huperboreaned ar C’hresianed) betek ma voe trec’h an Aviel, ha ze daoust d’ar brezeliou, d’an divrôadegou ha d’an argadadegou. Kenveria C. Jullian apud Boule, Hommes fossiles, eil mouladur, 1923, p. 352. Eno marteze e tleer da lakaat an « enezennou Hanternoz ar bed »-ze a vije bet degaset diouto an drouiziez en Iwerzon (Epopée celtique, p. 403). Ar re, n’eus nemeto, e-touez ar C’hermaned o deus bet nevedou pinvidik, eun azeulerez reizet-mat ha beleien c’halloudek, e voe Skandinaved an Danmark hag ar Sued. Ar meuriadou Slaved, n’eus nemeto, ma veneg, en o zouez, danevellourien ar Grenn-amzer eur rummad beleien ha templou stummet-mat ez oa ar re anezo o doa en em ziazezet war glann ar Baltik, Léger Mythol. slave, pp. 78-85, 145-9, 190-6. A-zivout ar peziou-c’hoari o kounaat buhez ha kuriou an doueed er Sued rak-kristen, sellout ouz Bertha S. Phillpots, the elder Edda and ancient Scandinavian drama (Cambridge, 1920). E lidadou goueliou an hen-Gelted ez oa, moarvat, seurt arvestou. Dre eno e vez diskleriet : 1° boaziou-pobl a zo, bet miret beteg ennomp, Frazer, III, passim ; 2° an doare ma paotas souezus, d’ar marevez kelt-ha-roman, ar c’hoarivaou e Galia, pa veze anezo neket hepken er c’hêriou-penn, hogen er bourc’hiou zoken. Kavet e veze anezo e doun ar maezlou e-kreiz ar c’hoadou. An holl c’hoarivaou-ze a C’halia a save en amezegiez hag e domaniez eun templ ; holl ez oant darn eus eun dachennad pe eur c’hloziad sakr. An engroez-se a c’hoarivaou, a gaver e Galia hepken, n’heller diskleria nemet dre voaziou-zo eus an hen-vroïz (Rev. des Et. anc. 1920, pp. 199-203).