Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/100

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —

en o zi. Diwiska o dilhad a rejont [1], kemerout o maen higolen eus o gouriz [2] ha lemma beg o goafiou-bras, o goafiou-bann, dremm o c’hlezeier, o gouglezeier, o c’hontilli [3]. Ar rouanez, diouz he zu, a yeas daved he fenvrezelourien. He brezelourien hag he faotred yaouank a vodas en-dro d’ezi. Ha tana d’ezo o c’halon dre he c’homzou, he frezegennou, he c’hened ! O c’hrenvaat a eure, i hag o armou, dre he lidou-hud, he breou, he strobinellou, ha gervel d’he skora kounnarverc’hed an emgannou [4], êrevent an aer [5], arc’houereed Roudon, doueed-gwarez rummadou ar C’hornog hag ar Mervent. Holl a-unan neuze e loskjont o garm-emgann hag e rejont kelc’h d’an ti.

D’o gortoz da argadi ne vanas ket an daou gadour en araok d’an dorojou pe e diabarz ar mogeriou. En o noazded-emgann en em strinkjont er-maez ouz engroez o enebourien. Hag ar re a oa deut da gavout an emgann, her c’havas kerkent, garv, digernez, gouez, prim, herrek, taer, kriz, didruez, euzus, rak ma koueze warno kontelladou, gouglezeiadou, klezeiadou, goafiadou ker stank ha kazarc’h hag e laze pep taol e zen.

E kenta trederenn an nozvez e reas Esus ha Kernunnos nao ermaeziadenn ha setu niver an enebourien a lazas pep-hini e peb ermaeziadenn : ugent, daou-ugent, tri-ugent, pevar-ugent, pemp-ugent, c’houec’h-ugent, seiz-ugent, eiz-ugent, nao-ugent. En eil trederenn an nozvez e rejont nao ermaeziadenn all ha setu niver an enebourien a lazas pep-hini e

  1. Diwar-benn an emganna en noaz gand ar Gelted lenn Notennou, XI, p. 24 ; D’Arbois, Civilisation des Celtes, pp. 8, 344, 371. Kenveria W. Stokes, Togail Bruidne Da Derga, p. 24 : Ocus co n-accatar na buidne ocus na sluagu ocus na firu lomnochi « And they saw the warbands and the hosts, and the men stark-naked. »
  2. Maen-higolenn ar vrezelourien geltiad, Rev. celt. 1909, p. 17 ; Dottin, Langue gauloise, p. 227 ; Loth, Voc. v. br., p. 198.
  3. Kontell-laz pe gontell-vann ar Gelted, A. Bertrand ha S. Reinach, les Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, Paris, 1894, p. 198. Banna ar gontell e oa unan eus embregereziou ha c’hoariou ar Vrezoned yaouank, Loth, Mabinogion, kenta mouladur, II, p. 5.
  4. Merc’hed en noaz hag armet o varc’hegez, war beziou-moneiz ar Gelted, Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 143. Kenveria Valkiriezed ar C’hermaned, Amazonezed an Heteaned.
  5. Rev. celt. 1909, p. 85. Kenveria Journal des Savants, 1909, p. 110.