Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/102

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —

denn c’hrizias a dan ma rede diouti gwaziou arem, aour hag arc'hant teuzet [1]. Aziouti o sevel eur flammenn vras-divent a sklêrijenne an oabl, an douar hag ar mor.


Maro Medua, dieubidigez ar ouestlidi.


An digalon hag ar spont a grogas e tud Roudon pa weljont, ouz skleur an taniou, an dachenn en-dro d’an ti golôet gant korfou maro berniet o brezelourien. Anaout sklaer a rejont e vijent lazet holl-gwitibunan gand an daou deuz-goulou boemus a glevent o kana o chan-brezel e-kreiz an ti e flammou. Ma vennas Medua dizarbenn distrujidigez he foblad dre vont d'an emgann evito ha mervel en o lec'h. Aner e voe d’ar baotred yaouank, d’ar vrezelourien, d’ar bengadourien, d’ar gozidi ha da guzulierien ar bobl klask he distrei a-ziwar he menoz. Gwiska he dilhad-emgann a eure, kregi en hec’h armou, kimiadi diouz he zud hag en em strinka war-du an ti. Betek-hen, dre he nerz, hec’h ampartiz-vrezel, he hud, n’he doa anavezet nemed an trec’h. An dro-man, avat, n’edo a-wel nemed a zrouziwez hag a varo. Esus eo a zeuas war arbenn d'ezi, hag ouz e welout, ez eas ar rouanez ruz-tan-regez. Strafilhet edo gand an droug a oa enni, rak eus an daou gadour hennez eo ma ’z oa bet an dougeta d’ezan. Ha hi sailha gantan evel eur vleizez ! Esus, avat, a dorras d’ezi hec’h armou, he skôas d’an douar hag a dreantas he c’horf seiz gwech treuz-didreuz gand e gleze. Neuze trouc’het outi he fenn e stlapas anezan e-mesk ar vrezelourien ha kêriz oc’h arvesti, en eur lavarout : « Tudou, setu aman penn ho

  1. Hervez danevellou iwerzonek ar Grenn-Amzer, ti-meur Kunokobros (Conchobar), roue Bro-Ulad, er c’henta kantved kent H. S., a oa savet penn-da-benn a brenn ivin ruz laonennet a gouevr. Kambr Kunokobros a oa tro-dro d’ezi speurennou arem kribennet a arc’hant, warno en o c’hlud evned aour, D’Arbois, Epopée celtique, p. 12. Tïez-meur, anezo templou ha paleziou, savet en o fez e prenn benet, lïeslivet, kaeraet gand arem hag aour kizellet, a gaver en hon amzer c’hoaz ouz troad an Himalaya, e Bro-Nepal, G. Le Bon, les Civilisations de l’Inde, 1887, p. 542 ; M. Maindron, l’Art indien, 1898, pp. 112-3.