Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/105

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 105 —

Alaba a gimiadas diouz he magerez koz. Neuze, e tilezas an daou gadour eus douar an doueed ar vro-ze da vat ha da viken, o kas ganto an Alarc’h-gwenn hag ar bugel. P’edont o treiza eur roudouz war stêr Dêva, a zo er reter, e weljont dindano e red ar stêr, en dour beteg e hanter-zivesker, an taro Donnos. Heman a vlejas p’o gwelas ha kerkent Esus, Alaba gantan war e skoaz dehou, ha Kernunnos a zouge ar bugel Donnotarvos [1] o leuskel a-ziskan d’ezan teir youc’hadenn a holl nerz o mouez : unan a drugarekaat, unan a garantez, unan a gimiad. An taro o heulias dre e sellou ken n’o devoe steuziet a-drenv haleg ar ribl-dour. Distrei a eure neuze war-du e dropell. Evel-se e voe ar c’himiad etrezo.


An treuz a rejont eus glann an Dêva da c’hlann an tri Vebros [2].


Esus ha Kernunnos a gemeras penn o hent war-du ar biz-hanternoz. Pellaat a rejont diouz an hentou a-dreuz parkeier o kenstrolla kêriadennou, marc’hadou ha krenv-

  1. Da evezia ez eo aet, en diweza kevrenn-man, Esus ha Kernunnos da droadeien eus marc’heien ma ’z oant da genta. — Dougen eur plac’h war ar skoaz evit mirout outi a veza glebiet pe veuzet, D’Arbois, Epopée celtique, p. 277. Kenveria Alfons Pinart, les Indiens de l’Etat de Panama, 1887, p. 13 (tennet diwar Revue d’Ethnographie) ; Frederik S. Dellenbaugh, the North-Americans of Yesterday, New-York, 1901, pp. 386-8.
  2. Eur c’hamm-amzeriad eo ar pennad-man en e bez. En eilvet milved kent H. S, n’ oa ken a ouelec’hiou bras-divent e kornog an Europ, e Galia dreist-holl. Digrannet ha gounezet a-goz e oa ar pep brasa eus ar vro. Gwir zifraosterien an Europ eo bet ar meuriadou pigellerien hag arerien o deus bevet enni epad rann ziweza oadvez ar maen lufret (etre 5.000 ha 2.500 hent H. S.) Lenn war se C. Jullian, De la Gaule à la France, Nos origines historiques, Paris, 1922, pp. 44-79 (kenveria an eveziadennou a-bouez bras graet gant S. Reinach war Rev. arch. 1922, II, p. 373, ha gant G. Radet war Rev. des Et. anc. 1922, pp. 358-9. ; Géologie agricole war Rev. des Et. anc. 1921, pp. 136-7. : K. Schumacher, Siedlungs- und Kultur-geschichte der Rheinlande von der Urzeit bis in das Mittlealter ; I Band : die vorromische Zeit, Mainz, 1921, pp. 20-59, hag in fine taolenn-skeudenn 19 (kenveria A. Grenier war Rev. des Et. anc. 1922, p. 365) ; C. Bicknell, A Guide to the Prehistoric Rock Engravings in the Italian Maritime Alps, Bordighera, 1913, apud Rev. des Et. anc. 1915, pp. 82. — Diwar-benn koadou Galia hag ar roll dalc’het ganto e buhez ar vro, lenn C. Jullian, Hist. de la Gaule, I, pp. 89-103, 173-4 ; II, pp. 5-6, 16-7, 260-5. ; Rev. des Et. anc. 1920, p. 210 ; 1921, p. 58 ; 1922, pp. 57, 327 ; 1925, p. 265.