etre daou goad, e rae an daou gadour gand o huderez o vont da lïes-doare spez evid didui ar plac’h yaouank hag ar bugel. Evel-se e kemeras Kernunnos meur a wech e neuz-karo. Galvet gantan war e dro holl girvi ar c’hornad e tegase anezo d’e heul hag e peurskarze ar gouelec’h war-hed meur a zerveziad-kerzed en a-raok. N’oa ket a naered a gredje chom en hevelep amezegiez. Hag e tec’he ar bleizi, al linsed, an arzed rag an armead-ze a emgannerien o fennou kornek.
Er c’hiz-se e rejont laouen o hent a-dreuz d’ar gouelec’hiou ha keit ha ma padjont da ergerzout ne voe nemed al loened gouez a gement a baras o sellou ouz ar strolladig anezo. Ha gourlammat a eure yourc'hed an Atur [1] dre o sebez ouz kened Alaba, koantiz ar bugel ha ment an daou gadour. Ha kirvi o fennou du eus ar Vigenna [2] a savas eur youc’hadeg d’ar pevar c’herzour difaezus. Ha kirvi-meur menez Vosegos a sounnas o moue [3] hag a yudas oc’h anaout Kemunnos hag e geneiied. Hag en tu-hont d’ar Rênos demmed gwenn an tri Vebros [4], o paouez a beuri, a youc’has outo edont e dibenn o hent.
Pa voent deut war-hed eun hanter-zerveziad hent diouz harzou ar Vebrulandon e rejont eun ehan hag ez eas an teir
- ↑ An Adour.
- ↑ Ar « Vienne ». Diwar-benn kirvi pennou-du ar Poitou sellout A. Maury, les Forêts de la France dans l’Antiquité et au Moyen-Age, pp. 147-8 (Mémoires présentés par divers savants à l’Acad. des Inscript. et Bel Let., deuxième série, Antiquités de la France, tome IV, Paris, 1860).
- ↑ Sounna o moue a ra ar c’hirvi-meur pa vezont feulzet pe o ruta. An amzer-ruta a zo e dibenn-eost evid ar c’hirvi-meur war glann ar Baltik, Brehm, Merveilles de la Nature, les Mammifères, II, p. 474. Diwar-benn kirvi-meur menez Vosegos, Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 285, notenn 3 ; Reclus, Europe centrale, p. 512.
- ↑ Teir stêr eus an Thuringe a zo d’ezo breman an ano a Wipper a zalc’h lec’h, a greder, eus ar c’heltieg *Vebro, Rev. celt. 1914, pp. 377-8. War demmed an Hesse hag an Thuringe, sellout Brehm, II, p. 491. War an demm (cervus dama)en Europ hag en Azi, an damesaat anezan gand an Aziaded e-pad an Hen-amzer, lenn Anthropologie, 1922, pp. 272-4.