Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/109

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —

doueez, Bodua, Nemetona, Rigantona [1], e spez evned, d’en em ziskouez d’an dud. Lavarout d’ezo a rejont anoiou ar re a oa o tostaat. Ha setu kerkent o c’hrounna eun engroez pobl evid o degemerout ha heta d’ezo donedigez-vat. Gwrezek degemer o devoe dreist-holl digand ar merc’hed yaouank. Barrou glas a-bann ganto en o daouarn e teredjont en eur youc’hal d’ezo. War freuzi e voe bolz an nenv ha war frailha leur an douar gant kement e voe youchadeg ar merc’hed yaouank. D’o zrugarekaat eus o degemer hag eus an enor a raent d’ezan e kanas Kernunnos kement-man :

« Goude hir-ergerzout douarou gouez, goude hir-venel e-touez merc’hed du Roudon [2] c’houek ganeomp gwelout ho sellou sklêr, ho moueou melen, merc’hed yaouank. Petra eo merc’hed kaer ar gouennou estren e-skoaz ar re a welomp en-dro d’eomp ? Aman e weler o vont keit-ha-keit e peb-unan kened ha glanded, kadarnded ha furnez, eveziegez hag eeunded. Bevet ar gwerc’hezed o rodelladou-bleo aour, bras, neuziet-kaer, dremmet-koant, hegarat, gwirion ha fur, bevet gwerc’hezed ar Seiz-bagad ! »

Esus d’e dro a ganas kement-man :

« Ganet eo merc’hed ar C’hornog eus pri ar geuniou, douar an havregou, mein ar meneziou. Ha d’ezo gant-se, ment teo ha torgosok, kroc’hen melen ha kramennek, bleo peurzu, ene divalo ! C’houi a zo bet krouet, en nevez-hanv, eus eon ar c’hoummou, fulennou erc’h an nenv, glaz an oabl, aour an heol, hag ho taoulagad, ho pleo, ho korf gwenn ha lank o testenia hoc’h orin. Degemerout a reot en ho

  1. Ar c’hembraeg Rhiannon a c’houlenn en e raog eur furm hen-geltiek *Rigantona. Diwar-benn Rhiannon hag he zri evn o c’han burzudus, lenn Loth, Mabinogion, I, kenta mouladur, p. 43, n.2, ha p. 93.
  2. Diwar-benn eun neuz-den morianhenvel e-touez gouennou an Europ da hen-vare ha da nevez-vare ar maen, sellout Déchelette, Manuel, I, pp. 289-96 ha, d’an diweza, Marcellin Boule, les Hommes fossiles, éléments de paléontologie humaine, eil mouladur, Paris, 1923, pp. 283-5. Kenveria W. Z. Ripley, the Races of Europe, London, 1900, pp. 457-61. Roudou en deus lezet an neuz-tud-ze er pobladou deut warlerc’h, dreist-holl er C’hresteiz : Bro-C’hres, Itali, Spagn. Scymnus a Chio, diouz hen-skridou hervez, a ra meneg a Ethiopiz ar C’huz-heol, Aethiopes Hesperii, e kornad-bro Gadira (Cadix), Philippon, les Ibères, p. 49, notenn.