Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/113

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 113 —

enno gwad e-leiz. Gand ar sodellou-ze oc’h en em astenn skoaz-ha-skoaz eus an hanternoz d’ar c’hreisteiz, eus ar reter d’ar c’hornog, e voe laket henvel ar gompezenn ouz eur pez-gwiad ruz-karezennet. Skei ganto a reas Esus ken na chome diwar pep miliad nemed eun den en e zav, ken na grede mui ar re vanet e buhez teurel o garm-emgann, na marc’hegez war ar maez digor, nag enaoui tan nemet e kuz dindan ar strouez, er stanka brouskoadou. Gand o c’hontilli e kleuzjont toullou evel broc’hed ha kuzat dindan zouar evel merien [1]. Krouga o c’houn ha spaza o mirc’hien a rejont rag aon na dennje ar garmadennou anezo taol ar maro warnezo o-unan ha war o zud [2]. Ker paot e voe neuze ar c’hezeg dianket, lazet ar vistri anezo gand Esus ha Kernunnos, ma rejont bagadou, a zo diwarno an holl gezeg gouez a gaver er c’hompezennou reterel, etre an Albis hag an Tanaïs. »


Kelennadur Esus.


Diwar-benn an nao bloaveziad brezel-ze setu aman eun danevellig am eus klevet gand ar Vastarned [3]. Esus a veze war e dro daou grenn-baotr tener, Donnotarvos, mab Donnotarvos, ha Brogitarvos, mab Anderix. Dougen d’ezan e c’hoaf hag e skoued a raent. En e gichen e vanent e-barz kastell ledan e garr-emgann, ouz e heulia en e holl argadadennou [4]). Hogen e c’hoarvezas, eun deiz, ma fromas o c’halon d’an daou floc’hig dre vraster al lazadeg. An doue a

  1. Kement-man a denn da dïez dindan-zouar ar Skuthed, S. Reinach, l’Origine de la civilisation aryenne e levr A. Bertrand, la Gaule avant les Gaulois, p. 318.
  2. Strabon, VII, 4, 8, a laka ivez war ar Skuthed ar spaza-mirc’hien.
  3. Penna labour-skrid diwar-benn ar Vastarned eo hini A. Reinach, Delphes et les Bastarnes war ar Bulletin de correspondance hellénique, 1910, pp. 249-330.
  4. En eneb eo kement-man da voaz Kelted Galia, Breiz hag Iwerzon, ganto daou zen hepken war ar c’harr-emgann, ar brezelour hag ar paotr-karr, D’Arbois, Civilisation des Celtes, pp. 330-1, 338. Kenveria, en IIIvet kantved kent H. S. an trimarkisia gant Kelted ar Reter, Dottin, Manuel, p. 262.