Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/115

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 115 —

Samos ha Talantio kevret [1]. Strafilh ebet da beoc’h ar biou marellet er pradou, da beoc’h ar vugulien bleo-melen ouz o mesa. Er c’hêriadennou netra ne harzo a zenijal d’an oabl kanadeg ar vicherourlen o tedilha, oc’h eogi, o kribina, o wia, o livadenni, o kemenn, o vorzolia, o kilvizia [2]. Bez’ e c’hallo an aremour oberia podou ha binviou, kaeraduriou [3] da wazed ha da vaouezed e vrôad, ha lakaat e veiz da gas e arz war wellaat. Salv e vano enor ar mammou kadarn ha distrafilh levenez ar gwerc’hezed kunvzremmek. War greski ha war grenvaat ez ay ar Ouenn. Gwellaet e vo pep tra. Ar re-ze eo frouez al lazadeg [4].

  1. Manos « an Den », Samos « an Hanv » pe doue an Hanv, Talantio « doueez an Douar ». Diwar-henn Samos, lesano Lugus, ha Talantio (iwerzoneg Tailtiu), lenn pennad-skrid a-bouez-bras Loth, le dieu Lug, la Terre-Mère et les Lugoves war ar Rev. arch. 1914, pp. 205-28. A-zivout doueez an Douar e kredennou Hen-Amzeriz, Frazer, Cultes agraires et sylvestres, 1911 ; Adonis, étude de religions orientales comparées, 1921, kenveria Anthr. 1921, pp. 105-13 (l’année agricole et le calendrier des Soudanais) ; Ch. Picard, Ephèse et Claros : recherches sur les Sanctuaires et les Cultes de l’Ionie du Nord, 1922, pp. 451-511 ; Laumonier, Une antéfixe en terre-cuite provenant d’Italica, Espagne, war Rev. des Et. anc. 1921, pp. 273-80 (pemp skeudenn) ; G. Radet, Cybébé, étude sur les transformations plastiques d’un type divin, XIIIvet feskennad eus Levraoueg Skoliou-Meur ar C’hreisteiz ; Rev. des Et. anc. 1922, pp. 63, 184.
  2. Hogozik bepred, gwechall-goz, e veze kanet o labourat ha kanaouennou a oa evit pep doare labour ha pep seurt c’hoari. Kanaouennou-govelia, -neza, -gwia, -goro, -arat, -bageal, hag all, gand Iwerzoniz, Joyce, Social History, I, pp. 590-1 ; kanaouennou-labour gand an Etrusked, Athenaios, XII, 3 ; kanaouennou-arat ha hada gant Mingreliz, Demolins, Comment la route crée le type social, I, pp. 302-3 ; kanaouennou-mala gand an Indianezed, Dellenbaugh, the North Americans of yesterday, 1901, p. 318 ; kanaouennou-labour gand Maorïed ar Zeland-Nevez, Quatrefages, hommes fossiles et hommes sauvages, 1884, p. 455. Kenveria John Earle, Anglo-Saxon Litterature, 1884, pp. 46-7 ; C. Jullian, De la littérature poétique des Gaulois, 1902, p. 19, not. 4 (diwar Rev. arch.) ; G. Paris, Esquisse historique de la Littérature française au Moyen-Age depuis les origines jusqu’à la fin du XVe siècle, 1907, p. 40.
  3. Gouriz arem ar gelted, Dechelette, Manuel, II, pp. 856-67, 1230-7 (skeudennou).
  4. Kenveria an hen-skrivanierien oc’h ober maezidi peoc’hus gand ar poblou nann-germanek eus mor an Hanternoz ha mor Baltik, Huperboreaned ar Frisland, Aested ar Samland, Rev. des ét. anc. 1915, p. 112 ; Dottin, Anciens peuples, pp. 197-201.