Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/116

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 116 —

« Mibien, eme Esus, na gizit biken rag al lazadeg p’eman-hi red da vad ar poblou dinamm ha disi a vir al Lezenn hag a azeul an Heol. An neb a gej ouz eur bleiz plaouier bugale, ha n’hel laz ket hag hel laosk da vonet, a zo en e giriegez an holl vestaoliou a raje ar bleiz a-c’houdevez. An neb a lez o buhez gand an daou zen drouk ma komz al Lezenn [1] a denn war e benn, en o fez, samm an torfedou graet gand an diskennidi anezo. Lazit ar bleiz, eta, ha lazit an daou zen drouk, seul tro m’o c’havfec’h. Seveni a reot, ouz hen ober, al lezenn a zo bet rôet d’eoc’h gant Belios, heulia skouer ho Tad ha debengenni an ervenn a zo bet boulc’het gand an doue en deus ho engehentet. »

Dirag ar c’hrenvlec’h, e-tal an eienenn ma walc’he Kernunnos e armou, e lavaras Esus d’e zaou floc’h :

« Ma tlefe biken an Dismantr dont da blava war ar C’hornog, eus ar vro-man eo e tenijfe. Rak er c’hompezennou da zav-heol ar bed eo e teu êrevent an aer ha korriged an douar d’en em bara bep noz gand ar gwrac’hed a zo bet harluet diouz o brôadou en abeg d’o zorfedou. Eus an embara anezo e vez ganet eur ouenn hudur ha kriz a vezo bepred enebour d’ar Ouenn c’hlan ha d’an doueed vadelezus [2]. »

Esus ha Kernunnos a reas ged war harzou ar Reter ken donedigez an doueed all. Neuze e kimiadjont. Hogen n’int ket ankounac’haet gand ar poblou m’eman o annez er reter d’an Albis. Santualou o deus gouestlet d’ezo na gredont mont enno nemet diwar dorc’houenia, ereet o zreid hag o daouarn [3]. Ha c’hoaz en eur grena eo her greont, dre ma c’houzont eman dirazo doueed brezelgar ha didruez, enebour touet d’o gouenn, a laz ar wazed hag ar maouezed hag a

  1. Moarvat an divrôad o vaga gwall-venoziou ouz mibien Vanos hag ar renead o tinerza ar ouenn dre derri al Lezenn.
  2. An Huned nemetken n’oufe beza ar ouenn-dud-ze. Hogen, e mare Segobranos (IIIvet kent H.S.) n’oa c’hoaz a bobladou mongolhenvel nag e korn-kreisteiz ar Rusi na zoken e kornog ar Siberi hag an Turkestan, Zaborowski, Peuples aryens, pp. 165, 283-91. Diwar-benn an embara etre êrevent, korriged ha gwrac’hed m’eo ganet dioutan an Huned, Jornandes, De origine actuque Getarum, VIII.
  3. Kenveria Lefèvre, Germains et Slaves, pp. 47-8, 49-50.