Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/12

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



Marc’hekadenn Atepomaros.


Tavet edo hir-gorniou aour ar varzed oc’h embanna tarz an deiz [1], ha peurc’hraet gand an daouzek roue al lidrôadou war ar grec’hienn. Atepomaros a reas tro ur c’hrenvlec’h hag a welas a-bell eur plac’h yaouank o teredek davetan dre dreuz ar gompezenn. Edo a-c’haoliad war eur marc’h ruz hep dibr na gwestenn. Dont a rae ar marc’h-ze dre ar gompezenn o taoulammat ken her, ken taer, ken direiz maz pije lavaret edo o vont da ziskar kêr gand e vruched ledan ha d’he flastra dindan e garn. Evid ar plac’h yaouank a oa war ar c’hein anezan, e kavas da Atepomaros n’en doa gwelet biskoaz merc’h vrasoc’h ha neuziet bravoc’h ha haeloc’h egeti. Eur regenn e-kreiz he fennad-bleo oc’h ober anezo diou gevrennad kevatal a goueze a wagennadoü hag a rodelladou war he diouskoaz [2]. En he dargreiz eur gouriz moan graet a lagadennou kouevr ruz o lugerni evel kel lïes a regezenn [3]. Eur c’hleze noaz ganti

  1. Kenveria korniou aour Gallehus (Jutland) a oa golôet-holl a skeudennou hag a aroueziou diwar hen-vojennou ar Gelted, Montelius-Reinach, Temps préhistoriques en Suède, p. 193, skeudenn 274. — An ano a varz-hirgorn « tubicen » a zo amprestet diouz ar c’herneweg, D’Arbois, Introduction à l'étude de la Littérature celtique, p. 67. Diwar-benn ar boaz da embanna an tarz-deiz dre seni an hir-gorn, Bédier, Roman de Tristan et Iseult, p. 101. Lakaat e-kenver ar boaz heuliet e Magdalen College en Oxford er c’hala-mae, Bertrand, Religion des Gaulois, p. 410.
  2. Evid ar c’hempenn-ze eus ar bleo, kenveria ar pennou merc’hed keltiad miret er mirdiou-man : 1° mirdi ar Peniti e Petrograd (Bienkowski, De Simulacris Barbararum Gentium apud Romanos, Krakovia, 1900, p. 43, skeudenn 23 b) ; 2° mirdi Chiaramonti, Rom (Bienkowski, p. 44, skeudenn 25 a) ; 3° hevelep mirdi, (Bienkowski, p. 95, skeudenn 94).
  3. Gouriziou graet a lagadennou arem a veze gwisket gand ar merc’hed keltiad da oadvez an Ten II, Déchelete, Manuel, II, 3vet kevrenn, p. 1230-5, skeudennou 521, 522, 523.