c’henned. Hogen ne vanjont ket a-zav da genbrezek outo hag e talc’hjont gand o redadenn dalc’hmat war-raok en Hanternoz.
Ar Sitoned o fenn talfasok eo an diweza tud a gaver pa ’z eer diouz an tu-ze. Pelloc’h ne welas Atepomaros nemed eur vro digenvez golôet, keit ha m’helle tizout ar sellou, a rec’hier touskanek, a daouarc’heier o douriou lufrus, a goadeier treut debret gand ar barv-gwez, ma founne enno war ar gwez beo ar gwez maro ha diskaret [1]. Er c'huz-heol, steudad meneziou Saevo [2] a zisplege e livenn-gein skournet. Er sav-heol en em astenne ar gwel diharz-kaer war eur gorread ec’hon-divent a zour difinv ha disked, Mori Maruson [3] gouez da foulinaterien an Hanternoz.
Eun doare goulou, gwenn, kunv hag unvan, a sklerijenne an holl vro-ze. Eur goulou dreist-natur e kavas d’ar roue ez oa-hen, dre na welas mammenn ebet d’ezan. Rak eus heol, loar pe stered ne zeue ket : en oabl digoabr n’oa ken a heol, ken a loar, ken a stered.
Eun hent ledan — kel ledan ma hanvale beza graet da rei tremen da amheuliadeg eur roue-meur — a dreuze ar vro. War an hent-se eo e rede an daou varc’h ruz, ha distera souezenn ar roue n’edo ket gwelout, e penn pella hanternoz ar bed, en eur vro c’houez ha peur-zigenvez, eun hent ker bras, ker plên, dalc’het e kerkouls ratre. Hag hen goulenn ouz e ambrougerez pe ano a raed eus an hent-se, pe zoare tud a c’halle e zerc’hel e ratre ha da belec’h e kase.
- ↑ Kenveria Tour du Monde, 1902, pp. 536, 539.
- ↑ An ano-ze a read, e kenta kantved hon oadvez, eus an Alpou skandinavek, Kiepert-Ernault, Manuel de Géogr. anc. p. 321. Diwar-benn stumm ar steudad-ze, De Lapparent, Leçons de Géogr. physique, trede mouladur, Paris, 1907, pp. 354-9.
- ↑ Skrivet Morimarusam gant Plinius. A vije, gouez d’ezan, eur ger eus yez ar Gimbred (Kimbri) o talvout kement ha mortuum mare « mor maro ». Dottin, Langue Gauloise, p. 273. Diwar-benn ar c’henwerz-foulinennou e derou hon oadvez, Jornandes, De origine actuque Getarum, 1 ; Tacitus, Germania, 17.