Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/15

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —

« Ramedon [1] eo a reer eus an hent-se, eme ar plac’h he c’hleze noaz hag hec’h aval-tan. Ar re hen dalc’h e ratre eo an engroeziou tud o tremen drezan noz-deiz dibaouez. Gand o zreid e rimiont kement torosell a ve ennan ouz hel lakaat ker kompez ha kel lenkr ha kroc’henn eur silienn. Sell ha selaou piz. O gwelout hag o c’hlevout a ri da-unan evel ma ran-me. »

Dre youl an doueed e tigoras daoulagad ha diouskouarn Atepomaros d’an traou kuz, hag hen o klevout dezrevellerez moueziou, pilpaserez kammedou, chourikerez kirri, o verzout a-zehou hag a-gleiz war an hent spezou gwazed, merc’hed ha bugale oc’h amheulia spezou kirri stlejet gant spezou ejened ha kezeg. Seul ma kerzent war-du an Hanternoz e teue ar spezou-ze stankoc’h-stanka. Eun dibunadeg a oa anezo na weled d’ezi na penn na dibenn. A-vec’h ma lezent dre greiz an hent eun tremen d’an daou varc’heger.

« Da belec’h eman o vont an holl dud-se ? eme ar roue d’e ambrougerez.

— Her gwelout a ri da-unan, eme ar plac’h yaouank. D’al lec’h ma 'z eont ez eomp ni ivez. »


Al Lestr du.


E penn pella an douar-ze eus an Hanternoz e tegouezas an daou varc’h dirag eur mor dianav. Bez’ e oa eno meur a draezenn-vor, d’o disranna steudadou kerreg du hag izel o vont tre en dour, henvel ouz kein loened hanter-veuzet. A-zav dirag ar vrasa eus an traezennou-ze, ma tibenne an hent enni, edo eul lestr iskis. Dic’houel, diwern ha diroenv ez oa hep merdead na loman en e vourz. Ha graet ar c’houc’h anezan en e bez a naered du kenweet, tro o fennou en diabarz [2]. War ar c’hlann en em stankae engroez

  1. Kenveria, en iwerzoneg, ramut, ramat, an hent bras ha ledan a rene da grenvlec’hiou ar roueed ha, diwar ledan ster, moarvat, pep doare hent bras, Joyce, Social History, II, p. 394. Beza a-walc'h e ve ar brezoneg ranvet andoniet ouz an hevelep mammen, Dottin, Langue gauloise, p. 280.
  2. Anderson-Leclercq, p. 285.