Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/16

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —

ar spezou. Bountet gand ar re war o lerc’h e tiwiskent prim ar spezou dilhad en o c’herc’henn hag, en noaz-dibourc’h, e savent el lestr. Atepomaros a gleve c’houibanadeg an naered ouz o degemerout, lenvadeg ha droug-pedadeg ar spezou a oa flemmet ganto. Ar spezou tud hepken a save er vag. Evid ar spezou kirri ha loened, eilpennet e vezent er mor gant niver an nevez-degouezidi, hag i o tiskenn hag o steuzin er c’hoummou an eil war-lerc’h egile. Pa voe barr al lestrad, e teraouas an holl naered c’houibana a-gevret, hag al lestr mont buan diouz an aod hag ober hent en dounvor.


Mori Maruson.


Ar plac’h yaouank a lakeas en askreou Atepomaros eur barrig uhel-varr a oa ganti ouz he c’horn-klun tremenet en he gouriz kouevr. Distrôet ganti an daou varc’h diouz an draezenn vras m’en em vernie warni engroez ar spezou, e reas d’ezo diraez eur c’hro vihan digenvez a oa e-kichen. Ac’hano eo en em daoljont a-dreuz d’ar mor. Eun iskis a vor ez oa-hen, hep houlenn na gwagenn, teo an dour anezan evel eoul morvil, heb eur pesk o neunvi ennan, heb eun evn o nijal a-zioutan, skleraet gand skleur al loar, ha padal a-us d’ezan na loar na stered. Tizet e voe, ne voe ket pell, ar vag-euz gand al lestrad spezou a oa merdeet enni. Hep gouel, na roenv, na stur, na merdeidi d’he ren, e treize ar mor herrek-boemus, an naered en he bourz o c’houibana holl a-unvouez, hag o sevel a-ziouti huanadou, lenvadou, gouelvanou, difronkadou, ronkelladou, devet m’ edo ar spezou gant stok an naered a sanke kriz ha dibaouez o dent en o c’horfou noaz hag a skuilhe gand o c’hontamm gloaz ha klenved en o holl izili.


Ar Vro skournet, ar c’haouenned-erc’h hag an arzed ramzel.


A-gevret evel-se e treizas al lestr hag an daou varc’h mor maro an hanternoz, ma touarjont war ar c’hlann-hont. Stro-