Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/17

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —

bellet-holl ez oa gant korfou maro loened pevar-zroadek a bep gouenn, hanter-sebeliet en erc’h hag er skourn. Ar c’horfou maro-ze, a-vil-vern, a oa anezo, a-hed ar mor, eun doare tornaod, hag hen diou wech keit ha goaf bras eur brezelour [1].

« Petra eo ze, plac’h yaouank ? a c’houlennas ar roue.

— Diaes n’eo ket kavout petra eo, emezi. Korfou maro eo al loened pevar-zroadek o deus tec’het gwechall rag ar yenien-meur o tont eus an Hanternoz. Chom a-zav o deus ranket aman dirag ar mor, pa n’oant ket evid e dreiza, ha gand ar yenien en deus o lazet ez eo bet miret ar c’horfou anezo. Gwezus hag anevalus ez oa gwechall ar rann-ved m’en em gavez breman, hogen gand ar goanv-meur Rogiamon [2] ez eo aet d’ar vro skournet a welez. »

Ramedon, an hent bras, a adkroge en aod-se. E toull an hent edo eur paotr gwisket en eur vantellig c’hell m’oa kabellet e benn gand ar c’hougoul anezi [3]. Gantan ez oa en e zourn eun horz houarn hir-fustet Hag hen en em lakaat da c’hervel a vouez uhel [4]. Ha setu ar re m’edo o c’hervel. Gervel a rae ar bagadou aet d’ober o annez e bro-C’hres

  1. Damdost da 2 m. 25 hirder ez oa fust goaf bras ar Gelted (lankia) a oa a-wechou betek 30 santimetr an houarn anezan. Berroc’h ez oa ar goaf-bann (gaison).
  2. Ro kentger-krenvaat, giamo- « goanv ». Diwar-benn an doare plantennou eus douarou an Hanternoz (Spitzberg, enezenn an Arzed, Nevez-Zembla, Island, Groenland) kent skournidigez ar penn-ahel-bed, sellout Morgan, Premières Civilisations, pp. 51, notenn 2 ; 55, not 3. De Lapparent, Abrégé de Géologie, 6vet mouladur, pp. 303, 313, 366. Ar c’hoadou m’edo golôet ganto neuze an douarou tro-penahelel (circumpolaire) a oa anezo ar gouennou gwez a gaver breman en Europ hag en hanternoz an Amerik : dero (quercus), gwern (alnus), elo (populus), tilh (tilia), gourwez (sequoia), sedrez (cedrus), sapr (abies), pin (pinus), ebena (diospyros), hag all. D’an hevelep koulz, an Europ a oa enni c’hoaz gwez rannou kedezel ar bed : palmez, gwez kanfr, gourraoskl (bambusa), hag all.
  3. Ar vantell anvet kukullus eo, Cagnat-Goyau, Lexique des antiquités romaines, p. 90, skeudenn 121 (sklav) ; Jullian, Gallia, trede mouladur, p. 108 (bugel) ; Wright, the Celt, the Roman and the Saxon, 5vet mouladur, p. 256 (healer-alar).
  4. Kenveria ar pennad diwar Prokopios (Vvet kantved goude H.S.) e D’Arbois, les Druides, p. 125-6.