Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/18

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —

hag en enezennou mor ar C’hreisteiz, ar re o doa aloubet ar Vinolandon [1], an Itali hag ar Spagn, ar re o deus treuzet ar mor hag a zo aet en Afrik [2] hag en Azi. Gervel a eure ar meuriadou a zo aet da anneza e Galia hag en enezennou bras ar Gwalarn, ar re o deus en em ziazezet en Erkunia, er Bannonia hag en Thrakia, etre menez Tauros ha menez Karpis [3]. Gervel a eure an holl vagadou a ouenn Vanos o deus en em gemmesket gand ar poblou trec’het. Ha da bep galvadenn, e bourz al lestr, mareadou tud a responte dre lenvadennou ha sulbedennou. Diskenn d’an douar a reant an eil war-lerc’h egile hag e hete d’ezo ar paotr war an aod donedigez-vat ouz o skei gant e horz. O arouezia a rae hag o gouestla da c’halloudeziou an Islonk hag o c’has, goude, war hent an Hanternoz.

Atepomaros hag ar plac’h yaouank a yeas ebiou, kent pell, d’an holl vagadou reuzeudik-se, hag e voent kaset gant Ramedon a-dreuz da gompezennou ec’hon goloêt a erc’h hag a skourn war-du eun dremweliad meneziou uhel. Netra veo oc’h enaoui an digenvezderiou gwenn-kann ma taoulamme drezo o c’hezeg, nemet kaouenned hag arzed gwenn. En o c’hlud war ar skournennou a-ribl an hent, e trôe ar c’haouenned ouz an daou varc’heger o daoulagad kizier briz-melen-ha-du hag e sellent outo bamet-holl. Evid an arzed, avat, ne rejont van. Kantren a raent war o faoiou

  1. Giniann, bro ar Gwin pe ar Winienn, en Itali-Uhela.
  2. Anoiou lec’hiou ha poblou o lakaat anat ez oa poblou ariek-o-yez war aod Afrik an Hanternoz (Marok, Aljeri, Tunizi) kent donedigez ar Romaned, Philippon, les Ibères (1909), p. 37-60. Tud mentet-uhel ha blevet-melen e-touez poblou koz an Atlas, Weisgerber, les Blancs d’Afrique (1910), pp. 24-5, 29, hag all. Tud a hevelep neuz-korf e-touez Gouanched enezennou Kanari, ibid. pp. 183-90 ; A. Bertrand, la Gaule avant les Gaulois, eil mouladur, p. 294-5 ; e-touez an Ibered, Dottin, Anciens Peuples, p. 67.. Ar poblou-ze a yez ariek a zo da zishanvalout diouz ar C’hetuled (Getuli), a veve dounoc’h er c’hreisteiz hag a zo, gwirhenvel, gourdadou Numided an amzervez roman, Berbered an amzer-vreman, Berlioux, les Atlantes (Annuaire de la Faculté des Lettres de Lyon, I, Paris, 1885), pp. 15-36. Diwar-benn hen-istor Afrik an Hanternoz kemer kelenn diouz Stevan Gsell, Histoire ancienne de l’Afrique du Nord, Paris 1920.
  3. Tauros, an Alpou ; Karpis, ar C’harpatou.