Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/180

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



DA REIZA
————


P. 11, staga kement-man ouz dibenn notenn ar bajenn araok : — Ne dalveze ket hepken goarivaou Galia da zisplega peziou-c’hoari savet d’an doueed ha da lida korolladou sakr. Gouzout o reomp e teue alïes, en o goueliou azeulerez pe ganv, emgannou klezeiataerien gand ar C’halianed evel gant meur a bobl all eus an Hen-amzer. Diwar-benn ar glezeiataerien c’houestlet, graet anezo trinki, en em ganne d’ar maro e goueliou zo eus Kelted Galia, sellout ouz pennad-skrid Piganiol les Trinci gaulois, gladiateurs consacrés, moulet da genta war ar Rev. des Et. anc. 1920, pp. 283-90, advoulet en e levr Recherches sur les Jeux romains, Strasbourg, 1923 (kenveria Rev. arch. 1923, 1, pp. 200-1). Tennet eo trinkos eus eur benrann trink- he deus ganet ar galian-romaneg *trincare, diwarnan ar galleg trancher. Kenveria al latin truncus, al lituaneg trinka « pilgos » ha kouna ar boaz keltiek da drouc’ha penn an enebour lazet ha d’hel lakaat a-wel e toull-dor an tïez pe en nevedou.

Eur boaz koz ez oa emgannou an Drinked e-touez ar C’halianed, gouez da enskrivadur Sevilla : veteri more. Lakaat e kemm ar boaziou-man e-touez an Dhraked ha Luzitaniz. E-touez an Dhraked, eme Herodotos, V, 8, e vez rôet er c’hoarïou-kanv ar brasa goprou d’an emgannou den-ouz-den, ken uhel-brizet ha ma ’z int ganto (kenveria D’Arbois, Droit celtique, I, pp. 37-8). Hervez Appianos, Iberikê, 74-5, pevar-c’hant a glezeiataerien a emgannas war ar c’hrug-bez nevez-savet d’ar penngadour luzitaniad Viriatthos (140 kent H. S.). War an emgannou klezeiataerien gand an Etrusked hag ar Romaned, lenn eveziadennou Poulsen, Etruscan Tomb Paintings, pp. 13-4.

Daou ano all a glezeiataerien geltiek a anavezomp : andabata, eun doare klezeiataer ma oa mouchet e zaoulagad gand e dog-brezel, d’ezan d’en em ganna ez dall (kenveria sanskriteg andhas « dall », iwerzoneg uinne) ; krupellarios, eur c’hlezeiataer a oa houarnwisket penn-da-benn (kenveria kembraeg crwb « torosenn »).