Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/189

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 189 —

Vrezoned, da verc’hed an ti e oa ober war-dro kezeg ar weladennourien hag an ostizidi. Evel-man e tanevell eun ergerzour e zegouezadenn e ti eun Abkhaz pinvidik e lec’h e lided deiz-ha-bloaz eur c’hanv : « Kloz hon ostiz a zo bras-divent. Di e teuer, evel d’hor c’hrenvlec’hiou koz teir-mogeriek, dre eur wenodenn enni meur a gorn-tro krenn. Nemel tri c’haead strouez eo a gaver aman, garvaet a spern ha gweet a wezvoud. Treuzet an difenn-ze, e tegouezer diwar-blên gand eur gaer a letonenn, a-strew warni gwez uhel-kenan. Merc’hed eno, dre beder pe bemp a vodadou, war vale, hag i dilhadet plijus… Beb an amzer e tegouez eur marc’heger. Ha mall gand ar merc’hed dont war e dro. Ha setu daouarnigou o kregi er weskenn, hag o floura fronou al loen ; her c’has a reont d’eur marchosi e lec’h na vezo ket sellet berr ouz e voued », J. Carol, Colonisation russe : les Deux routes du Caucase, Paris, 1899, pp. 270-2. Diwar-benn an henvelderiou etre Kokaziz-vreman ha hen-Europiz, lenn evesiadennou A. Bertrand, Gaule avant les Gaulois, eil mouladur reizet ha kresket, 1891, pp. 297-8. — Evel o amezeien ha nes-kerent, an Tscherkessed, bet peuz-diouennet didruez gand ar Rusianed, e tenn an Abkhazed da rummad Kokaziz an Hanternoz. N'eo ket anat e ve ar rummad-ze, evid ar yez, kar da Gokaziz ar C’hreisteiz (Souaned, Mingreliz, Georgiz, Lazed). Hogen spisaet ez eus henvelderiou etre yezou ar re-man diouz eun tu, hag an etruskeg hag al ludianeg diouz an tu all. Kenveria, da skouer, an etruskeg tiv, « loar », tivr « miz » hag ar souaneg thov « loar, miz », ar georgieg thve « miz », m-thvare « loar » ha nesaït al ludianeg Kalu-mza « genidik a Goloe » ouz ar georgieg pir-mso « kenta-ganet », A. Cuny, Etrusque et Lydien war Rev. des Et. anc. 1923, p. 98, not. 1 ; l’inscription lydo-araméenne de Sardes, id. 1921, pp. 24-5.

P. 128, lin. 14 kent an dibenn, e lec’h « p. 152 lenn « p. 52 ».