Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/19

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —

aman hag a-hont, dre unanou pe a-dorkadou. Beb ar mare, ez ae hini pe hini anezo en e sav war e baoiou a-drenv hag en em astenn a rae e gorf ha brasaat ken na daje kern vlevek e benn da steki ouz bolz an oabl [1]. E benn stok ouz an nenv, e dreid en douar, an arz, aet ramzel, a vane eur pennadig o sellout war-du ar mor. Hag hen neuze oc’h adkoueza war e baoiou ha dont d’e vent reiz. Neuze e veze tro d’eun all da sevel war e ziadrenv ha da ramzelaat. Diouz ar selledou-ze e kavas da Atepomaros n’helle ket seurt loened beza arzed gwirion, hogen arc’houereed pe êrevent o c’hortoz an eneou d’o spourona ha d’o bourrevia war o zremen.


Kanienn ar Guped.


Kaset e voe gand an hent ar plac’h yaouank hag ar roue da dreid ar meneziou. Eno, e-kreiz dizac’hadou rec’hier bras-divent etre diou skournredenn diskennet eus ar c’hribennou lemm o toulla an oabl du, e tigore eur ganienn enk ha doun ma ’z ae an hent e-barz. Guped bras a c’hournije en aer e toull-dor ar ganienn. Souezet e voe ar roue o welout an hent, eur wech er ganienn, e lec’h mont war sevel da dremen ar venezeg dre eun ode bennak a-dreuz d’ar gribenn, oc’h en em lakaat da ziskenn evel p’en dije bet c’hoant da ziarez koundouniou an douar. Eun noz tenval a rene el lec’h-se, nemet e stlapas ar plac’h d’an douar ar voull-dan a oa ganti en he dourn, hag ar voull-ze ha ruilha dirag ar jaoed en eur strinka goulou bras. A-zehou hag a-gleiz e save ar rec’hier evel diou voger serz d’eun uhelder souezus ha, dre ma tiskenne an hent, an oabl n’oa ken d’her gwelout a-ziouto nemed evel eur riblennadig o vont strisoc’h-strisa. Kriz edo, moarvat, ar yenien en islonk-se diouz an hinkiniou-skourn a zistribilhe ouz pep roc’hell. Gwaz a ze n’oa ket, avat da Atepomaros. Eus ar plac’h yaouank

  1. Kenveria Loth, Mabinogion, I, kenta mouladur, p. 225 : « Pa felle da Gei e teue keit hag uhela gwezenn ar c’hoad ». Diwar-benn Kel Hir, id, p. 198, notenn 1.