Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/20

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

en e gichen hag an daou jao dindano e save eun tommder klouar a vire outan da c’houzanv anoued.

Pell e varc’hekajont e doun ar ganienn-ze, o heulia holl blegdroiou an hent drezi. Ha setu, a-greiz-holl, ar stankenn o ledanaat, an oabl oc’h en em ziskouez a-ziouto ha dirazo, hag e welas Atepomaros, a-gleiz d’ezan e tor ar menez, o tigeri toulI eur c’heo bras.


Ar Ramzez he c’hi trifennek.


Edo eur ramzez en he c’hoazez e-kreiz ar c’heo-ze war eur sez rec’hier. Garv ha skarnilek an dremm anezi, ruz evel daou aval he divoc’h, du he bleo evel plunv bran, henvel he daoulagad ouz an noz stergannek. En he c’herc’henn eun dro-c’houzoug dent-arzed hag en he divrec’h troiou-brec’h kregin-mor. En-dro d’he c’horf eur vantell vras graet a veur a groc’hen arz du kenwriet [1]. En he c’hichen, war gab e reor, eur c’hi trifennek [2], kuilh, kigennek, divent, damwenn e liou, erezus evel eun teuz. Eun daoulagad ruz o skedi e peb-unan eus e dri fenn. En-dro d’e c’houzoug teo-euzus eur gelc’henn houarn. Dalc’het ez oa a-ere eur rao houarn graet ganti seiz tro ouz sez ar ramzez. Eus ar geoliou anezan e tevere strilhadennou gwad, e tivilhie drailhennou kig ha garennou tud [3]. Kerkent ha

  1. War an doare eus ar mentell-krec’hen-ze sellout ar C’helt eus bolz-enor Orange, Schumacher, Verzeichnis der Abgüsse und wichtigeren Photographien mit Gallier-Darstellungen (Mainz, 1911), p. 55, sk. 41, hag ar C’helt war gizelladur-bos envor-trec’h ar Vatikan, Schumacher, Verzeichnis der Abgüsse und wichtigeren Photographen mit Germanen-Darstellungen (Mainz, 1912), p 82, luc’hskeudenn 10. Ar c’hinkladuriou a zent-arzed ha kregin-mor a oa anezo en hen-oadvez hag en nevez-oadvez ar maen, S. Reinach Histoire du Travail en Gaule à l’Exposition universelle de 1889, Paris 1890, p. 28-9.
  2. S. Reinach, Bronzes figurés, p. 132-3. Kenveria Anderson-Leclercq, pp. 242, 276 ; Loth, Mabinogion, I, p. 31, notenn 1 (kenta mouladur).
  3. Kenveria an euzviled, garennou-tud a-zistribilh ouz o geol, skeudennet da varevez Hallstatt war kelern an Europ-kreiz hag an Itali-Uhela, A. Bertrand ha S. Reinach, Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, pp. 109, 114, skeudennou 63, 72 ; lenn war ze eveziadennou S. Reinach Exquisses archéologiques, Paris, 1888, p. 59, danevell ha notennou 1 ha 2. Gwelout ouzpenn S. Reinach, les Carnassiers androphages dans l'Art gallo-romain, in Rev. celt. 1904, pp. 208-24.