Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/21

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —

ma welas-hen ar plac’h yaouank, ar roue hag an daou jao, e savas war e beder-gar hag, o tigeri e dri geol, e stagas da harzal gant ker bras kounnar ken e tislonkas kement drailhenn gik tud a oa en e gof. Atepomaros a welas neuze an holl zrailhennou-ze o finval war an douar e-harz treid ar c’hi : ar pennou muturniet o ruilha a-zehou hag a-gleiz, en eur lenva, o kloza-digloza o daoulagadou, hag ar garou-tud o plega-diblega, hag ar darnennou kig, an tammou eskern hag al lommadou gwad oc’h en em stleja an eil re daved ar re-all, a-dreuz d’ar mein ha d’ar poultr, p’edo an holl relegou-ze o klask en em anaout d’en em strolla ha da genstumma adarre korfou beo.


Adaqi, merc’h Noux.


Gwall-harzadennou ar c’hi a lakae da dregerni an nenv hag an douar. Hogen ar ramzez ne zistagas ket anezan, hag e sellas ouz ar roue hag ar plac’h yaouank o tremen hep ma tiskouezje he dremm levenez pe zilevenez. Pelloc’hik, en dourn dehou d’ezan, e welas Atepomaros eun eil keo ken ec’hon hag ar c’henta. E doun ar c’heo-ze eun eil ramzez en he c’hoazez. Melen-gell ez oa bleo houman, loued ha flour he daoulagad, gwenn, kaer ha hegarad he c’hroc’henn war he divrec’h a liou gant bleunv an avalenn. Gwisket ez oa e krec’hin arzed gwenn ha ganti en-dro d’he gouzoug ha d’he divrec’h kelc’hiennou goularz. En he zreid pevar arz all, kenliou d’ar re genta, o c’hoari hag o c’houren kenetrezo. Ar plac’h a zalc’has a-zav an daou varc’h, hag Atepomaros ha lammat d’an douar ha mont tre e-barz ar c’heo. Dre ma tenesae, e vihanae ment ar ramzez, ha, p’en em gavas en he c’hichen, edo deut d’eur vaouez kaer n’oa ket he ment en tu-hont da vent brasa maouezed a