Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/23

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —

ganienn denval hag int en em steki ouz ar rec’hier, streboti er berniou erc’h, rikla war ar glerenn, koueza hag en em c’hloaza a-hed an hent, heb gallout, eur predig ha na ve ken, diheja an evned kriz en em staget ouz o fennou. Ar c’houec’hvet kastiz eo p’en em ziskouezont dirak va mamm ha m’en em daol outo, dichadennet ganti, ar c’hi arwenn trifennek d’ober kofad gand o c’hig, ar gwad hag an eskern anezo. Ar seizvet kastiz eo, eur wech ma vezont bet c’houedet gand ar c’hi, pa ’z eont ebiou d’am c’heo ha ma laoskan outo va arzed. An eizvet kastiz eo, da zifourk ar meneziou, pa zegouezont gant armead an êrevent, o vrev a daoliou hag o zreant gant o armou, ma stlejont war an douar o izili drailhet ha ma savont d’an nenv o dremm disleberet ha gwad-holl. Hag an navet kastiz eo pa dremeneont er stêr. Hiroc’h avat ne zezrevellan ket d’it. Drezout-te da-unan e weli petra a c’houzanvont eno.

— Hag ar plac’h he deus va ambrouget beteg aman, piou ez eo-hi, o rouanez ? eme ar roue. »

Adaqi a respontas :

« N’eman ket da glemm ar c’hadour a zo o paouez ober eun hir-varc’hekadenn skoaz-ha-skoaz gand eur seurt plac’h yaouank. Bez’ ez eus e Dêvobriga [1] nao c’hoar peur-henvel, holl-gaer, ma tasorc’h bep beure an anal glan anezo ar flamm-tan en oaled an doueed [2]. Ar plac’h ouz da c’hortoz ahont war he marc’h ruz a zo unan anezo. Aventia he c’hleze eeun-gwirion eo hec’h ano. Hi eo a vez beb abardaez en tu kleiz d’am fried war an traez-meur [3]. Hi hag he c’hoar — Viriona [4] en em zalc’h en e du dehou — eo an diou vaouez n’eus nemeto ma c’hellan hep gwarizi gouzout emaint ouz tu va roue, e keit ha ma vezan dalc’het aman pell dioutan. Rak, ker yaouank ha ker kaer bennak

  1. « Krenvlec’h an doueed. »
  2. Gwerc’hded red d’ur plac’h yaouank da zasorc’hi tan (Galia), Fraser, III, p. 469, notenn 6. Nao flac’h yaouank a laka an anal anezo da virvi kaoteriad Penn Announ (bro-Gembre), Rhys, Celtic Heathendom, p. 256, 373.
  3. Iwerzoneg trag-mar, unan eus anoiou bro an doueed hag an anaon. Aventia « eeunded ? », sellout ouz Dottin, Langue gauloise, p. 229, ar ger avento-.
  4. Virionia deut da firinne en iwerzoneg, gwirionez e brezoneg.