daou varc’h ruz. Pep tra a ziskarent dirazo o flastra a-gemmesk dindan o c’harnou kalet an dud hag an êrevent. Ha n’helle an eil re nag ar re-all o gloaza na gloaza ar re a oa war o c’hein.
P’en devoe Atepomaros arvestet ouz ar gwel-ze piz hag a bep tu, e terenas ar plac’h yaouank an daou varc’h e-harz ar meneziou.
« Stard mat da varc’h gant da ziouhar ha krog da zaouarn er moue anezan, emezi. Emomp o vont da lammat dreist ar stêr. »
Ar plac’h a reas eur youc’hadenn a voe klevet e bed ar Sav-heol kouls hag e bed ar C’huz-heol [1], ha kerkent an daou varc’h en o raog evel eur barr-avel. Treuzi ar gompezenn a rejont dre o daoulamm krenv, galloudek, gouez, kounnaret, diboell. Diwar an herr-dreist a oa aet enno nijal eo a rejont a-us d’ar stêr evel daou evn ha plava war ar c’hlann-hont.
Glas, bleuniek ha heoliek ez oa ar c’hlann-ze, dishenvel-krenn diouz ar vro yen ma teuent. Eno edo o tiskuiza an dud deut da vat ganto treiza ar stêr hag e pareent o goulïou. Atepomaros a welas eur re anezo a oa bet dibennet gand an êrevent er c’hlann-all, ha treizet ganto ar stêr en eur zougen o fenn e pleg o brec’h. En o c’hoazez war al leton, e klaskent e adstaga ouz o gouzoug, nemet n’eo ket en taol kenta e teuent a-benn d'hen ober. Faez-divi dre an taer a emgann edont o paouez gouzanv, gwanaet gant koll o gwad, ez oa dinerz o divrec’h hag o daouarn kren-digren.
Pelloc’h e welas Atepomaros treizidi lestradou araokoc’h c’hoaz. Darn a zebre hag a eve laouen, en o fuch en-dro da dantadou karget-mat a gaoteriou hag a veriadou-kig. Re-all, bet o gwalc’h ganto, ha tommet d’ezo gand ar bïer hag an dour-mel, a gane kanaouennou-eva war an delenn.
- ↑ Dottin, Contes irlandais, p. 199.