Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/27

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —

Paotred ha merc’hed a-goubladou a c’hoarie ar gwezboell [1] e disheol ar gwez. Plac’hed yaouank a-gudennadou a rae korollou-tro er pradou. Paotred yaouank a lakae da redeg o c’houn hag o c’hezeg hag a bleustre war daoliou nerz a bep doare. War ar grec’hienn hemolc’herien war varc’h a gase gedon d’o dihelc’hat gand o levrini [2]. Degaset ma ’z oant bet e ratre dre an diskuiz, an dinell-vat, kunvded ha glanded an amzer, edo an holl dud-ze hevag ha bagol, leun a nerz hag a vuhez. Aet digand o spered, diouz o gwelout, peb envor eus skuizderiou an hent, eus ar gloaziou a oa bet graet d’ezo gouzanv ! Kollet ganto koun an amzer dremenet, dieub a bep preder d’an amzer-da-zont, en em rôent en holl da laouenedigez an eurvez-se.

Pelloc’h c’hoaz war-du ar c’huz-heol ez eas Atepomaros da heul ar plac’h yaouank. Hag i en eur vro all n’oa anezi nemed eur gompezenn ec’hon-divent. Roudennet ez oa ar gompezenn-ze betek pennig an dremmwel gant klouedou kouevr melen lufr a gevrenne an douar anezi en eun niver a gloziadou ec’hon, darn anezo pevar-c’hornek, re-all kelc’hiek, re-all hir-gelc’hiek. E pep kloz o tarza teir eienenn, unan vïer, unan chufere, unan win, ha goueriadou dour boull ha distan o redek dre bep kloz. Er c’hloziou-ze paotred, merc’hed ha bugale e-leiz. D’her gwelout war o zremm nep keuz da veza klozet ; al levenez, en eneb, o para en o sellou. Gwez kaer, bras ha bodennek d’o disheolia, ha d’ezo da wele bouk ar pallennad teo a c’heot o c’holei al leurenn.

Moged an tantadou a-us da bep kloziad. C’houez ilbouedus ar c’heginou ouz en em veska gant c’houez c’houek ar

  1. Eun doare c’hoari gant Kelted enezennou ar Gwalarn (Breiziz hag Iwerzoniz) hag a oa henvel a-walc’h ouz hon echedou.
  2. Diwar-benn mell levran ar Gelted anvet ganto vertragos « reder bras », sellout D’Arbois, Noms gaulois, pp. 161-170 ; C. Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 288. Vertragos a zo ouz hen ober ar c’hentger-krenvaat ver- « gour- » hag an ano-kadarn tragos « reder ». Diwar *tragos e teu *trages (tro-c’henidig *tragetos), aet d’an iwerzoneg traig (tro-c’hinidig traiged) ha *tragetos (tro-c’hinidig trageti) aet d’ar c’hembraeg-brezoneg troed, troad.