digeri a rejont war-bouez alc’houeziou houarn [1] a vije bet unan hepken anezo eur gwall-samm da zaouzek kadour. Leun ez oa ar c’hledour-ze a vorzoliou houarn bras-divent. Unan, avat, a oa trec’h d’ar re-all. Ma vije bet lakaet ar morzol-ze war bladenn eur ventel [2] ha war an eil pladenn menez Tauros, ar morzol eo en dije gwintet ar menez.
« Hon doueou a reomp eus an horziou-ze, ha setu aman an nevesa-ganet anezo, emezo en eur ziskouez ar morzol brasa. Bep bloaz e krouomp unan nevez, o veza ma teu hini ar bloavez kent re skanv d’hon nerz atao war greski. Deiz a vezo ma vo stummet ganeomp ken bras morzol ma na vo netra evitan. En deiz-se e flastrimp an doueed hag an dud hag e kasimp ar bed da get. Ha c’houi, tud ar bagadou manet gwirion d’al Lezenn, n’hellot netra en hon enep, rak war vihanaat ez a bemdez an niver ac’hanoc’h [3]. Skoazellerien hon eus dre ar bed oc’h ober a-du ganeomp. An dud a gaso da fall an dud, hag ar ramzed a gaso da fall an doueed dre ar merc’hed a vo engehentet ganto [4]. »
Atepomaros hag ar plac’h yaouank a zegouezas neuze gant glann ar mor-Bras. Hinoni a rae an oabl, hep mouch avel en amzer. Ha padal edo strafilhet ar mor dre eun boulenn vras o tont eus ar Sav-heol. A vare da vare e teue tonnou divent d’en em darza gand eun trouz-taran ouz glann bro ar Ramzed.
Ar plac’h yaouank a lavaras d’ar roue :
« An traou emout o paouez gwelout a gomz drezo o-unan. Ezomm ebet d’o diskleria. An neb na seven ket ar c’halvedigez fiziet en e Ouenn gand an Tad a ya da astenn buhez ha da greski nerz ar galloudeziou fallakr. Maga a reont, ramzed an douar, êrevent an aer, euzadennou an doureier. »