Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/35

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —

nidigez Liros hag Anatia [1]. Diouz ar beure, pa welas ar ramzed ar bugelig kousket war eun dolzennad vezin o neunvi e gorre ar mor m’edo luskellet gantan, tro-dro d’ezan elerc’h ouz e ziwall, e savas kasoni outan en o c’halon en abeg d’e wennded ha d’e gened. Pa voe kresket, e voe ar vadelez vras anezan eun abeg ouspenn d’ezo d’e gasaat. Deut Belos d’an oad m’he deus ar galon ezomm a garantez, ma c’hoantaer ha ma klasker eur geneilez, e karas hag ec’h eureujas Sirona [2], ar werelaouenn skedus. Pedet d’an eured, ar ramzed, pa weljont glanded ha levenez an daou zen nevez, ne voent ken evit derc’hel pelloc’h war o erez hag o gwarizi. E skeud e c’hourc’hemennaoui e kejont tro-dro d’ezan d’e laza. Skei garo gantan a rejont hag e c’hloaza, ma strinkas ar gwad anezan war sae wenn ar plac’h-nevez [3]. Belos dre eun taer a lamm-krenn a dizas treuzi

  1. *Liros eo ar mor-Bras ha doue ar mor-Bras gant Kelted enezennou ar Gwalarn. Kenveria Liri- e Lirikantos (breman Larchant), ano-eienenn e Galia, Rev. des Et. anc., 1922, pp. 163-4 ; 1923, p. 379. Furm hen-geltiek ar brezoneg alan, e Gwened anal, eo *analia « c’houez ». Hervez kelennadurez drouized Iwerzon, diwar an nenv hag ar mor eo e voe ganet an doueed, Rev. arch., 1879, p. 384. Eun dra bennak henvel a gaver e mojennou Finlandiz diwar-benn krouidigez ar bed : brazezet eo gwerc’hez an aer gand eon ar mor, hag e toug en he c’hof e-pad seiz kant vloaz Waïnamoïnen, an iki-runoia « barz holl-bad », Ujfalvy de Mezo-Kovesd, le Kalevala (1876), kan I, pp. 25-35 ; Lefèvre, Germains et Slaves (1903), p. 240.
  2. Dottin, Langue gauloise, p. 287 ; D’Arbois Et. gram. sur les langues celtiques, p. 36*, a gav d’ezan e talc’hfe lec’h Strona pe Dirona (d barrennet) eur ger kosoc’h *Stirona « Sterenn ». Sirona a zo anezi en enskrivaduriou a-gevret gant Apollo Grannos hag Apollo Borvo, Rhys, Celtic Heathendom, pp. 27-9.
  3. Tostaat ar pennad-se d’eur c’han lituanek degaset en e levr gant Lefèvre, p. 227 : « Edo Auchrine (ar Goulou-deiz pe ar Werelaouen) o lida e eured. Perkuns (doue ar gurun), savet en eur c’harr, a zeuas e-barz dre an nor, hag hen laza an dervenn c’hlasvezus (pried Auchrine). Gwad an dervenn o redek a c’hlebias va sae, a c’hlebias va c’hurunenn gaer. »