ar c’helc’hiad a raent en-dro d’ezan ha tec’hout evid e vuhez. Hogen, mennet e oa bet e varo gand ar ramzed. Gwisket ganto, a beb eil, eun niver a dreuz-neuziadou, e wall-hemolc’hi a rejont dre ar bed. Da guzat ha da stourm outo e kemeras Belos, diouz e du, kant ha kant neuziadur dishenvel. A-wechou ez ae d’eun donn-vor kribennet a eon oc’h ober hent e-touez an tonnou all war c’horre an dour ; a-wechou d’eul lenn kousket e-kreiz faoegou an Hanternoz, pe d’eur roc’h en he sav-sounn e-mesk rec’hier all e bri menez Tauros. Emberr e vo en eun dakenn c’hlao o koueza e-touez mil a c’hlavennou all, emberr en eun naer gornek, liou arc’hant, o torimellat war ar c’hlann pe e-mesk ar c’hoummou ; en eun dervenn yaouank er c’hoad digenvez ; en eur penn-moc’h gouez reuniet-garo o finhouc’hellat er strouezeg ; e Roudos, ar marc’h ruz hir-voueek o c’houirinat er gompezenn ; e Kamox, ar c’havr-venez skanv, o c’hourlammat en uhel-beurvanou an Erkunia.
D’an diweza-holl ez eas en eun taro gwenn gwelevus e gerniel [1]. Er stad-se eo e tigoras ouz ar ramzed, aet e spez bleizi euzus, seiz emgann taer a badas adalek deiz-ha-bloaz e c’henivelez, da lavarout eo kala-hanv, betek kala-goanv. Da zeiz kala-goanv, d’an abardaez-noz, e kouezas leun a c’houlïou, hag e enebourien, gand o c’hontilli maen, a zigoras d’ezan e wazied, a zispennas e gorf hag a vouetas e gig p’edo c’hoaz o tridal [2].
Brud a zo e strinkas ar gwad eus gwazied-meur trouc’het an taro gant kement a nerz hag a builhentez ma ruzias, neket hepken ar vuntrerien penn-kil-ha-troad, hogen ouspenn an douar hag ar mor, ha betek bolz an nenvou a-zioc’h o fenn. C’hoaz e leverer e voe, kerkent ha marvet Belos, eur wall-vantradeg dre ar bed krouet en e bez : ne vennas ken ar barez ar par, ha trei a reas ar par diouz ar barez ; gwenvi a reas ar bleuniou, diazo e vanas ar frouez ; diouz
- ↑ Kenveria an tarb find « taro gwenn », a veze lidlazet en Iwerzon gand an drouized, D’Arbois, les Druides, p. 100. Gwenn ez oa ivez an tirvi lidlazet gant drouized Galia, ibid., p. 17.
- ↑ Kenveria mojenn Zagreus, S. Reinach, Rev. archéol., 1899, pp. 210-17 ; K. Meyer hag A. Nutt, Imram Brain, II, pp. 130-2.