reas Trokaria diganto, da rôad he fevarzek vloaz [1], buhez ar ramzed. Rôet e voe d’ezi gand an doueed. Ha setu strad ar mor-Bras o c’houziza en-dro, an doureier o koaza hag o tistrei d’o naoz, hag ar yenien oc’h adskourna penn uhela ar bed. Aet dindan neuz eur gudon daved ar ramzed, e kemennas Trokaria d’ezo e vije arboellet o buhez gand an doueed. Ober a reas d’ezo toui war o le na rajent ken droug hiviziken. Touï a rejont, derc’hel d’o le, avat, ne rejont ket. Int-i eo a zo kiriek da gement a zo tenval, drouk ha noazus er bed : nozveziou diloar, goanvou diheol, êrevent, miled-euz, baluent, gwalinier. Int-i eo a engehentas ar gouennou du, dic’hlan ha milliget, enebourezed d’an Dêvi, enebourezed da vibien Vanos ha d’ar bobl kelta [2].
Eus al linvadenn-veur hag an darvoud a voe kiriek d’ezan, da lavarout eo muntr pried glan Sirona, e van hizio c’hoaz roudennou anat. Pa zinaozias ar mor, e kasas gantan ar miled a oa en e greiz beteg e lein an uhela meneziou, ha gand ar froudou en em henchet war e c’horre e voe douget korfou maro loened ar C’hreisteiz e rann-ved an Hanternoz [3]. Evel-se e c’hoarvezas an taol, p’am eus gallet her gwiria va-unan. P’edon o treuzi an Tauros a-gevret gant Kassignatos, e welis, pell diouz pep mor, en tu-hont da c’houec’h
- ↑ En Iwerzon, e tremened ar pevarzek vloaz evit beza an oad m’edo ar merc’hed mat da zimezi, Joyce, Social Hist., II, p. 15. Evel-se ez oa ar c’hiz ivez, henvel a-walc’h, gand ar Skandinaved. Er Saga Nial, Thorgerd « koanta plac’h an Island » a zo dimezet en he fevarzek vloaz da « Thrain », mab Sigfus, Dareste, Saga de Nial (1896), pp. 61-3. E-touez Kembreiz, pevarzek vloaz eo oad-dimezi ar baotred ; evid ar merc’hed, diwar o daouzek vloaz e c’helled o rei d’eun ozac’h, rody y wr, Mabinogion, I, p. 190, notenn 1.
- ↑ Kelta « brezelour ? » Ar furm wregel anezan keltis, a zo aet e germaneg da hildis « brezelourez », hag ar ger deveret dioutan, keltia, da hildia « emgann », D’Arbois Premiers Habitants, II, eil mouladur, pp. 350, 420-1. — Dêvi doueed.
- ↑ Kenveria Châteaubriand, Génie du Christianisme, mouladur Garnier, 1871, I, p. 95.