en eur ger an neb a desteni liou e vleo hag e neuz-korf eman nes pe nesoc’h dre ar gwad d’ar gouennou bet engehentet gand enebourien an doue. En abardaevez kala-goanv, da guz an heol, ar Vorined (Morini) [1], gwazed ha merc’hed, en em zastum war glann ar mor. Eno, da zon ar binviou, e lidont dre drivliadegou sakr, kanadegou ha lenvadegou, maro ar Roue, mab Liros hag Anatla. Ar merc’hed en kanv, dispak o bleo melen war o diskoaz, a sko taer o daou balv-dourn an eil ouz egile. Gand eur vouez skiltrus e kanont dibaouez meuleudi pried Sirona ha ken dibaouez all e taolont o malloz ouz an enebourien griz anezan. Ha pa zeu an heol, o steuzia en dremwel, da adlivadenni ar gwad-doue e bolz an oabl, e welfes ar gwragez hael o lenva hag o wea o daouarn, hag ar gwerc’hezed diboellet o redek a-hed an teven en eur skuilha daerou skedus-gliz [2]. O gwelout a rafes, dizolôet ganto o askre wenn [3], o taoulina war an traez gleb hag e-kreiz ar bili. Astenn a reont o divrec’h ha kroazia o daouarn, hag ec’h aspedont euzviled an noz hag ar mor, o c’houlenn diganto e vuhez d’an doue a grounnont d’e daga, kant ouz unan. Sounn en o sav, ar wazed a gunujenn ar ramzed divat ; gourdrouzou a daolont ganto, hag e hejont o armou. Dre gengarantez d’ar c’hadour o vervel, e trouc’hont o zal gand o c’hlezeier, e skôont en o c’horf hag en o divrec’h o c’hontilli-emgann. O redek eman o gwad, hag i poan ebet d’ezo er goulïou en em reont. Rak spered an doue a zo enno. Tro o sellou war-du an
- ↑ Poblad eus hanternoz Galia war glann ar raz a unan mor Hanternoz ha mor Breiz. O c’hêriou-penna e oa Tarvenna (breman Thérouanne), Portus Iktius (Wissant ?), Gaisoriakos pe Bononia (Boulogne). Sellout ouz Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 473-4.
- ↑ Kenveria e mojennou ar C’hresianed daerou an Helladezed, trôet e goularz ha lenvadennou Kuknos da varo an heol phaêton « skedus », D’Arbois, Premiers Habitants, II,pp. 331-41. Beza a-walc'h, evel m’her ro da glevout an danevell, o dije miret ar mojennou-ze envor lidou a veze graet, abardaeziou-zo, war arvoriou kornog pe hanternoz an Europ. Cf. Fraser, Adonis, études de religions orientales comparées, trôet e galleg gand Lady Frazer, Paris, 1921, p. 21.
- ↑ Notennou diwar-benn ar Gelted koz, III (eil mouladur), p. 60.