Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/42

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —

dremwel, e kanont holl a-unvouez kan maro Belos. Ruz gand o gwad an douar ouz o zreid, ha ruz ahont bolz an oabl, ar c’houmoul ha tonnou ar mor, gant gwad an taro-meur. Eman o ruzia en-dro d’ezo ar parkeier hag ar c’hrec’hiou ha divronnou gwenn ar merc’hed. Eman o tiskenn en eur glao ruz war ar bed ha war e azeulerien a skuilh o gwad o-unan gantan [1].


Linvadenn mibien Segontios.


Pell goude, e voe eun eil linvadenn en hanternoz. Setu aman a zanevell war ze henaourien ar Venaped [2]. Segontios « an Trec’hour » [3], mab Ambros, a zeuas eus ar vro-Wenn war glann mor ar Goularz en amzer ar roue Senodonnos. Lazet gantan Arotêr « an arer », Sikelos « ar falzer », ha Morgês « ar semenner » [4], tri roue ar Skaled, e tiazezas rouantelez an Ambroned war veuriadou ar gompezenn hag ar menez. Kemer a reas gantan merc’hed an tri roue trec’het hag o lakaat er e di, en e staoliou, en e barkou, da vala e greun, da brederia e gezeg, da c’horo e zaout, da vedi e heiz, e gerc’h. Ar vugale deut d’ezan diwar ar merc’hed-ze a voe miret gantan d’ober mevelien-alar, mesaerien, dougerien-c’hoafiou, dougerien-skouedou, simidi, bageerien, merdeidi, micherourien. Heuliet e voe ar

  1. Diwar-benn an emc’hloaza el lidou, Herodotos, II, 61 (Karianed) ; Rev. de l’Hist. des Religions, 1906, p. 7 ; Frazer, III, p. 165 (Briged pe Phrugianed) ; Vereschaguine, le Caucase, Tour du Monde, 1868-9 (Kokaziz vreman). Gwad an taro-meur, S. Reinach, Orpheus, 3vet mouladur, p. 101 ; Cultes, Mythes et Religions, II, p. 220-7.
  2. Menaped, eur boblad eus hanternoz Galia, war aod aber ar Rênos.
  3. Diwar-benn an ano-ze sellout D’Arbois, Noms gaulois, p. 80-1. Anezan e teu Segontiaki « bugale pe sujidi Segontios », poblad a Vreiz-Veur.
  4. An daou ziweza eus an anoiou-ze a zo anezo er marevez liguriek eus istor an Itali, D’Arbois, Premiers Habitants, I, p. 327. Diwar-benn arotêr, hevelep levr, p. 215 ; ambros « nerzek, galloudek, spontus », p. 358-9. Diwar-benn an Ambroned, Rev. des Et. anc, 1916, p. 273.