Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/46

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —

c’hen ha gwisket e gwenn e kuntuilhe louzeier ouz troad eur favenn. Ha golôet ez oa ar barrou fao, a-us da benn ar plac’h yaouank, a evned a bep gouenn o c’heiza pep-hini en e yez.

« Deiz-mat d’it, vimpi [1], eme an den en eur zerc’hel a-zav e varc’h.

— Deiz-mat d'it n’eo ket, avat, eme ar plac’h yaouank en eur zivoucha he bleo diwar he dremm ha sevel he sellou glas [2] ouz ar marc’heger. Klev petra ’lavar an evned.

— Ha petra a lavaront-i, vimpi ? a c’houlennas an den en eur vousc'hoarzin.

— Beza e lavaront ez eo aet roue ar Sitoned e spez eul loen hag eman breman o tiframma dor da logell evit mont da walla da wreg. »

Entanet a oaz e galon, an den a drôas penn d’e varc’h ha, sanket gantan e gentr beteg al louan-ler [3] e kof al loen, e redas d’an daoulamm-ruz war-du ar gêr. Ker buan e voe ar redadenn anezan ma voe losket war an hent e zaou wadgi ha ma kouezas e varc’h e toull-dor ar c’hloz, tarzet d’ezan e galon. Divarc’het edo dor al logell. En he

  1. Vimpi en enskrivaduriou eus an oadvez kelt-ha-romnan e Galia a zo eun doare-lavar bemdez a raed, dreist-holl, eus merc’hed : Taurina vimpi, Nata vimpi, ave Vimpi. Kembraeg gwymp « kaer, koant », eun ano-doarea graet alies eus ar merc’hed. Hywel ab Ywein, roue Gwynedd, lazet e 1170, brezelour kadarn ha barz bras, a vrud e vro en eur barzoneg hag a ro meuleudi d’he « goueleni gwenn ha d’he merc’hed koant » ae gwylein gwynnion ae gwymp wraget. Pelloc’h, meneg gantan eus e garanteziou, e lavar : « pemp am eus bet o c’hroc’henn gwenn koant » keveis bymp o rei gwgmp eu gwyngnawd, Acad. des Ins. et Bel. Let. Comptes-rendus, 1916, p. 168. Vimpi a dle beza distaget wimmpi, ar v hen-geltiek o veza gantan bepred son an u kembraek ha tregeriek.
  2. Kenveria an iwerzoneg sell-glass « blue-eyed », tro-rei liës sellglassaib, Whithley Stokes, Togail Bruidne Da Derga, p. 92.
  3. Hena kentrou a oa anezo eun draen stag ouz eul louan a straded en-dro d’ar fer-droad. Sellout ar marc’heger kampaniad eus ar IVvet kantved kent H.S., livadur-war-vur e Kapou, Rev. des Et. grecques, 1910, p. 209 (engravadur). Ar Gelted, evel ar C’hermaned hag ar Skoloted, ne zougent nemed eur gentr en o zroad kleiz, Déchelette, Manuel, II, 3vet kevrenn, p. 1204.