Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/5

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




PEVARE LEVR
————


TARANIS
————


Gwarezet ra vezo da zaout gand ambrouger an Taro [1] ! Skeudenn ar Gof nenvel, flastrer ramzed [2], am eus treset war ar bugenou-man. An neb o diwallo a vo diwallet e-unan gant mab Erkunia [3] ha ne day da fall tra a gement a vo d'ezan. Sukellos [4] a valeo an arz-tan dre e barkou bep nevez-amzer [5]. E vaneg arem hag e c’houriz-krenvaat

  1. Ar morzol, Rev. celt. 1896, p. 317. Diwar eun doare-skeudennadur bennak e c’hallfe beza diwanet an ano-ze ; Déchelette, Manuel, II, kevrenn genta, p. 480, skeudenn 204 ; Rev. de l’Hist. des Religions, 1907, p. 343 ; J. de Morgan, l’Humanité préhistorique, esquisse de préhistoire générale, Paris, 1921, p. 269, skeud. 162.
  2. Lesano d’ar morzol ha da zoue ar morzol. Diwar-benn skeudenn ar morzol graet ganti evel arouez harz-droug adaleg oadvez nevez ar maen beteg an oadvez keltiek, sellout Déchelette, Manuel, I, pp. 585, 606-10 ; II, kevrenn genta, pp. 479-84 ; S. Reinach, Bronzes figurés, pp. 161, 166-8.
  3. Kenveria D’Arbois, Premiers Habitants, II, eil mouladur, p. 361.
  4. Rev. celt. 1896, p. 66.
  5. Diwar-benn an arz-tan ha baleadennou an arz, en nevez amzer, dre ar parkeier d'o frouezusaat, sellout Knappert, la Vie de saint Gall, pp. 27-28 (Paris, 1894, tennet eus ar Rev. de l'Hist. des Religions).