Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/50

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —

al Lezenn an hini eo. D’al Lezenn e tleomp holl plega dindan boan da denna warnomp ar gwasa reuziou.

— Va lez da veva, eme ar plac’h. Yaouank-flamm emoun c’hoaz, ha c’houek eo ar vuhez ha kaer ar bed. Ha n’em eus gwelet c’hoaz hogos netra o veza ma ’m eus bevet bepred er c’hoad bezo gant va zad, va mamm ha va breur. Lez va buhez ganen ; n’oun ket fall, pa n’em eus graet droug biskoaz na mennet ober. Mar kerez, ez in ganez e kement lec’h ma ’z i, hag e sentin ouzit e pep tra. An heiz a valin evidout, prederia a rin da goun ha da chatal ha pura da armou. Da servija a rin, te ha da bried, mar deus unan endeo ganez. Servija a rin da vugale. Nemet va lez da veva !

— Gouzout a ran, eme Sukatus, n’eus ket a zrougiez ennout dre na dennez na d’az tad na d’az mamm. Mar da lezfen da veva, avat, abred pe ziwezat e timezfes hag ez pefe bugale. Hag e-touez ar vugale-ze e vefe hini pe hini, — red ha ma ve, o veza ma 'z eo kement-se lezenn ar gwad, — ma advevfe enno ene ha kalon o c’herent-koz. Evel m’o deus bevet ar re-man, e vevfent-i, evit terri al Lezenn, da lavarout eo evit hada dizurz, aoza revin, degas maro. Kement-se ne c’hoarvezo ket keit ha ma vezo va dourn evit stenna ar wareg-man.

— Erbed va buhez, eme ar plac’h yaouank en eur ouela, hag e ran d’it al le e vanin atao dizemez ha divugale.

— N’ouzout ket petore le a douez, eme Sukatus. A-viskoaz emout bet o veva er c’hoad hep gwelout den estr eget da gerent. Kaer ha yaouank evel ma ’z out, kerkent ha ma vi degouezet er c’hêriadennou, e vezo graet d’it al lez ; eur paotr yaouank bennak a gari, ha deiz pe zeiz a c’hoarvezo na vi ken evit herzel ouz an natur, ankounac’haet ganez da le. Diskleria a rin d’it eun dra emout da-unan, dre zinammded, o tic’houzout. P’en em stagez ken taer-ze ouz ar vuhez, an holl garantez a zo ennout eo eman o virvi pa n’he deus ket gallet en em zic’hoanta betek-hen. Hounnez eo az laka da gomz, hep ma c’houfes petra eo. »

Hag ar plac’h ha gwea ha daouarn o welout n’helle gounit mann war vab Momoros. Hogen, p’edo heman adarre o stenna e wareg hag oc’h eeuna d’he zal broud ar saez, he