Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/51

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —

devoe eur menoz all hag e reas d’ezan ar bedenn-man :

« Sko em c’halon, emezi. Em dremm na sko ket, m’az ped, bete goût na vefen disleberet [1].

— Da c’houlenn a rôan d’it », eme Sukatus.

Hag hen kas e saez eeun-tenn da galon ar plac’h. Kemeret gantan neuze lerc’h-war-lerc’h pemp saez all, e treantas an daou gaz-karvetaer hag o zri c’holen. O terc’hel, goude, gant e hent, e teuas da zouara en aod hanternoz ar striz-mor. Eno e tiskennas, ha treuzi dillo an douarou gwastet dre an dour-beuz. E Lindopennon, e-touez ar bezo, e kavas al logell dindan-zouar dilezet ha leun a zour. Uheloc’h, e tor ar menez, o doa savet Sammonos hag Anna d’ezo o-unan eur c’hledour a skourrou ha rusk gwez. Barr a anken o c’halon, o devoa klasket o mab hag o merc’h eun devez hag eun nozvez hed-ha-hed. Hag er c’heit-amzer berr-ze ez oa aet o bleo eus melen ma ’z oant da wenn. Pa welaz Sukatus an ozac’h, edo en e goazez war eur roc’hell, e benn etre e zaouarn hag, en e gichen, e gleze noaz, rak m’edo en e spered en em laza. Mab Momoros a lakeas eur saez war e wareg, a stennas houman hag a doullas e glopenn d’an den. Kemeret goude e gleze digantan, ez eas d’ar c’hledour m’edo gourvezet ennan ar wreg o lenva d’he daou vugel. Ha Sukatus e-barz, ha trouc’ha he fenn ouz ar plac’h-ze gant kleze he fried. Laza an daou gi hag ar chatal a reas ouspenn, terri an armou hag ar binviou ha lakaat an tan war al logell. Hag hen adarre war-du an hanternoz.

El lec’h merket gand ar veleta, er rec’hier ma tarz diouto mammenn ar Vebrona e kavas Sukatus an euzadenn engehentet gant roue ar Sitoned. Teurel a reas outi an eil war-lerc’h eben an holl saeziou a vane gantan en e glaouier. Ouz skantennou an euzvil e skôent, nemet koueza a raent d’an douar hep gallout treuzi anezo [2]. An diou ziweza a voe eeunet gant Sukatus da zaoulagad al loen. Ne skôas ket ebiou, rak koulz gwareger ez oa hag eur Skolot. Hogen ker

  1. Jullian, Hist. de la Gaule, I, p. 340 ; Joyce, Social History, I, p. 452-3. Kenveria Mabinogion, II, kenta mouladur, p. 267, tr. 96.
  2. Rhys, Celtic Heathendom, pp. 544, 592, 594.