Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/53

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —

pign diwarno dibaouez moged an aberz. Diouz va zu va-unan e vezin bepred eur c’heneil gwirion d’eoc’h.

« Ar re wasa eus da c’houliou am eus pareet, eme ar c’hadour. Evid ar re-all, ez eus unan war glann an dour nevez hag a louzaouo anezo. Deut eo da nerz en-dro d’it. Sav breman ha kerz gant da hent. »

War gelenn ar c’hadour, e soubas Sukatus e gleze hag e c’hoaf e gwad an euzvil. Segos « Trec’h » ha Bodis « Gourdrec’h » [1] eo anoiou an daou-ze, a voe kleze ha goaf kement biturix (roue ar bed, roue-meur) a renas war Geltia adalek Keltorios, mab Keltos, beteg Ambikatus, mab Katurix. Goude-ze, ez eas Sukatus en e raog. Diskenn a reas an draonienn ouz skleur al loar, kemerout e gousk dindan eur roc’h ha distremen ar striz-mor antronoz-veure. En tu-hont e welas ar wezenn ziwriziennet deut d’ar sec’h war an traez, hag ar veleta daoulinet e-tal korf ar plac’h yaouank. Derc’hel a rae en he dourn ar saez m’edo o paouez tenna eus ar gouli.

« Gwell a ze c’hoaz, emezi, n’eo ket eur saez c’houzreinek a oa bet ganez. Anez, biskoaz n’em bije gallet he zenna eus ar galonig-man.

— Al le a ra va gouenn a douan, eme Sukatus. Gwell e vije bet ganen kas eur saez c’houzreinek a-dreuz da galon heizez vuia-karet Damona [2] eged ober eur grabisadenn d’ar plac’h yaouank-se.

— Mar befe dalc’hmat eun dudi senti ouz al Lezenn, gwall-zister e vefe dellid mab-den », eme ar veleta.

Gwalc’hi a reas penn ar plac’h yaouank, kribat d’ezi he

  1. Kenveria iwerzoneg segim « e tizan », goteg sigis « trec’h ». Bodis a zo deut d’an iwerzoneg buaid « trec’h », d’ar c’hembraeg budd « spled, gounid », d’ar brezoneg-krenn buz (en anoiou divoutin), Loth, Chrest. bret. p. 194.
  2. Eun doueez eo a gaver an ano anezi en enskrivaduriou ar marevez kelt-ha-roman, a-gevret alïes gant hini an doue Borvo. Kenveria an iwerzoneg dam « ejen » pe al latin dama « demm » ? Déchelette, Manuel, II, kenta kevrenn, p. 451, notenn 1 ; Rev. Archéol. 1915, p. 162.