Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/55

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —

gant Sukatus d’an ti-meur [1] a oa bet savet gant mibion Vomoros war aod pleg-mor Kodanos [2]. An diskennidi anezo, diwezatoc’h, o kuitaat al lec’h-se, a dreizas ar mor da vont d’ober o annez en Albio.



————
  1. A verk aman, anat eo, eun ti dalc’het, war eun dro, gant meur a oaledad-tud hag ar vugale anezo. Evel se edo, hep mar, hir-dïez pevar-c’hognek ar Vediomatriked, a dize 40 m. hed war 10 pe 15 m. treuz, Grenier Habitations gauloises et villas latines de la cité des Médiomatrices (1906). p. 32 ha tïez kenstumm d’ezo ar Vituriged, brasoc’h c’hoaz, pa dize hiniennou 150 m. hed war 80 m. treuz. Mém. de la Soc. des Antiq. de France, 1838, p. 161. — Gwall-zishenvel diouz an tîez-meur-ze ez oa logellou striz micherourien Bibrakt ha Stradonitz : ne dizent ket nemeur en tu-hont da 3 pe 4 m. hed war geit-all treuz, Déchelette, Manuel II, trede kevrenn, pp. 952-3, 982. E-kenver d’an daou zoare tîez-man e c’hallfe a-walc’h beza bet gand ar Gelted, evel gant poblou all, diou stad dishenvel eus kevredigez an dud : testeniet e vije gand ar c’henta doare-tïez eun doare-stad kevredet, diazezet war ar maga-loened hag ar gounit-douar, ma vane ennan holl izili an tiegez bodet start kenetrezo (cf. P. Guiraud, Etudes économiques sur l’Antiquité, Paris, 1905, pp. 29-40 : le régime patriarcal à l'époque homérique) ; dre an eil doare-tïez e vije diskouezet eun tïad ennan hepken ozac’h, gwreg ha bugale, henvel-tre ouz an tiegez, a reer anezan « digadarn » eus micherourien ar c’hêriou-breman. Le Play, la Réforme sociale en France, pempet mouladur, Tours, 1874, I, pp. 364-6. En unan eus an daou du bihan eo ez oa toull-dor hir-dïez pevar-c’hognek ar Gelted, evel en doare-ti henvel eus bro-Sued, Montélius-Reinach, Temps préhistoriques, p. 191, skeudenn 272. Henvel e tlee beza kombodou an tïez-meur-ze ouz re an ti bras iwerzoniad skeudennet e levr Joyce, p. 46, skeudenn 182 ; an hevelep kombodadur diabarz a gaver e Sued en oadvez ar maen lufret, sellout ouz hent-korriganed Ozevalla en A. Bertrand, Archéol. celt. et gaul., eil mouladur, p. 186, skeudenn 42. Diwar-benn neuz-diavaez tïez-meur pevar-c’hognek ar Gelted, war ar c’haeradur gant kelc’hiou ha rodou-heol eus mur-talbenn an toull-dor anezo, sellout Grenier, Habitations Gauloises, p. 26, skeudenn 1 ha, dreist-holl, Fuchs, Die Kultur der keltischen Vogesensiedelungen (Zabern 1914), p. 31, skeudennou 1-12, taolennou eus 27 da 31.
  2. Ar C’hattegat ?