Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/57

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



PEMPET LEVR
————


ESUS
————


Hoal-vat ha gwarez digand an daou gadour-doue da neb a zesko an danevellou-man hag a lakay d’o anaout tud e veuriad. Mar dout paotr yaouank, sed aman a gavi. Eur marc’h krenv ha ferv a droad n’oufe laoskaat, armou nerzus n’oufent terri, dilhad kemenet kempenn e mezer mat lïesliou o tereout ouz da stad, o lakaat da bara da vent uhel, da neuz-kaer. Eur c’houblad koun kadarn d’ober ged ganez war harzou ar vro. Eur roue eeun ha brokus, eur pengadour a anavezo da zellid, kenvrezelidi ouz da brizout, ouz da garout. Da hanterenn da vuhez ar werc’hez aour [1] c’hoantaet gant da ene. He c’halon a deneraï, he c’harantez a c’hounezi, a-unan gant keneilded he zud.

Ha den-e-vrud emout-te ? Dre youl ar re zivarvel ha mennad an daou vrezelour-doue paota en-dro d’it a raio da chatal. Bennoz Nodons [2] war da dirvi, war da vuoc’hen-

  1. Kenveria an doare-lavar kembraek gordderch awr « karedik aour », da lavarout eo « prizius », en Ystoria Trystan, Rev. celt. 1913, p. 373.
  2. Rhys, Celtic Heathendom, p. 128.