Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/59

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 59 —

tiegez, d’ar c’hadour koz bleo-gwenn. O moueziou yaouank ha seder a glevi o tegas d’it o hetou diwar gan. Ar baotred yaouank vras, o fennou alaouret, ar merc’hed yaouank o daoulagad glas a weli o sevel en o dourn dehou an deliou hag ar barrou glasvez a zougint d’az enori. Hag en engroez en em stardo war da dro en deiz-se e roio an doueed na weli nemet sellou sklêr, dremmou kaer, korfou yac’h, eneou kadarn ha glan.


Douarou ar C’hornog hag ar Mervent.


Brudet eo bet a-viskoaz an douarou, en em astenn a-hed ar mor er c’hornog hag er mervent, dre an tenzoriou a zo enno. Ker stank en o diabarz an aour ha ma ’z eo an traez hag ar grouan e lec’hiou all [1]. Arc’hant, staen, kouevr ha houarn a zo anezo eno meneziou a-bez [2]. Er c’hompezen-

  1. Kenveria J. Halévy, la Correspondance d'Aménophis III et d’Aménophis IV, lettres babyloniennes trouvées à El-Amarna transcrites et traduites, Paris, 1899, p. 524.
  2. « Pep menez, pep torgenn a Iberia a hanval beza eur berniad danveziou-moneiza darbaret gant daouarn brokus Fortuna », eme ar beachour gresian Poseidonios meneget gant Strabon. Hag e lavar Strabon ouspenn (III, 2, 8-11) : « Gounidou bras-divent a vez graet gand an Durdetaned en o mengleuziou kouevr hag arc’hant. En o c’houevregou eman ar c’houevr rik oc’h ober ar bevarenn eus an danvez dizouaret, ha seurt arc’hantegi a anavezan en o bro hag a zegas d’o ferc’henned en eur ober tri devez talvoudegez eun talanton (6.000 lur tost da vat). » Kouevregou an Durdetaned a zo anavezet breman dre ar bed holl dindan an ano a vengleuziou ar Rio Tinto ha Tharsis, e provins Huelva, kreisteiz ar Spagn, ha mengleuziou Sao Domingos, er Portugal (Reclus, Europe méridionale, pp. 742-5, 976-7). En eur gichen gand ar mengleuziou-ze e oa en Hen-amzer eul lec’h brudet, e ano menez Kassios (mons Cassius gouez da Avienus), anezan eur vengleuz pe eur marc’had evid ar staen. Diwar-benn mons Cassius hag an aremennou (klezeier, kontili, hag all) divoret e porz Huelva e 1923, gwelout C. Jullian in Acad. des Ins. et Bel. Let. Comptes-rendus, 1923, pp. 203-5. A-zivout al levezon a ziskouez ar sevenadur iberiek kaout war eun darn vat eus an Europ e marevez ar c’houevr, lenn Nils Aoberg, 1922. Cf. S. Reinach in Rev. arch. 1922, I, p. 376 ; Rev. celt. 1913, p. 358 ; Déchelette, Manuel, Bronze, p. 83.