a bresto dezan. Kreski a ray frouezusted e loened ha rei d'e virc’hien beoder ha herrder e deir c’hazeg e-unan : Luc’hedenn, Daredenn ha Brogonenn.
An daou roue kenta a ouenn Vanos a renas war enezennou Mor an Heol e voe Momoros hag Atepomaros[2], mibien Neutto. Naontek vloaz e renjont a-gevret hag e voe diazezet ganto en enezennou an drouiziez[3] evel m’oa bet degaset eus Abalos gant Vindosêtlos. En naontekvet bloavez eus o c’henrenadur e varvjont hag e teuas Livikos hag Amarkolitanos war o lerc’h[4]. Miret eo bet gant beleien Grannos anoiou ar roueed war-lerc’h Livikos hag Amarkolitanos. Setu-i ama : Britovios ha Latobios, Verleukos ha Kunokobros, Trogimaros ha Lingo, Grannikos ha Dervonos, Katurix ha Nantorix (en o amzer eo e teuas Esus ha Kernunnos a du-hont ar mor-Bras), Anextiomaros ha Komledulitavos, Leuketios ha Mogetios, Beladonnis ha Dinomogetimaros, Borvo ha Segomo, Vindonnos ha
- ↑ Kenveria ar pennad 47 eus eilvet levr Diodôros diwar-benn an Huperboreaned, an nevedenn-veur anezo hag ar roueed Boreadai « diskennidi Boreas » (avel sterenn), mirerien an nevedenn-ze. Sellout war ze Rhys, the Coligny Calendar, London, 1910, pp. 15, 79, 80-2.
- ↑ War an daou zen-ze Momoros-Atepomaros, sellout Jullian, De la littérature poétique des Gaulois, p. 17 (tennet eus ar Rev. arc'h. 1902)
- ↑ Drouiziez, er ster a rôer d'ar ger druidecht en iwerzoneg : « skiant an drouized, hudouriez », D’Arbois, Introduction à l’étude de la littérature celtique, pp. 135-9 ; P. W. Joyce, Social History of Ancient Ireland, I, London, 1903, p. 223.
- ↑ Amarkolitanos « valde equis amplus ? », Rev. celt. 1896, p. 38, Livikos, eus *livo- « liou ? », daou lesano da Apollo en enskrivaduriou. Grannos (latin furnus « forn ») a zo ivez eun doue henvelekaet ouz Apollo, D’Arbois, les Celtes, p. 55 ; Poisson, l'origine celtique de la Légende de Lohengrin, Rev. celt. 1912, pp. 182-202.